Erwan Kervella : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Kinnig
Linenn 14: Linenn 14:
Embannet eo bet darn eus e skridoù ur bloaz goude e varv a c'hoarvezas d'an [[9 a viz Gouere]] [[1984]] pa oa en e bemp bloaz ha tregont ken.
Embannet eo bet darn eus e skridoù ur bloaz goude e varv a c'hoarvezas d'an [[9 a viz Gouere]] [[1984]] pa oa en e bemp bloaz ha tregont ken.

==Oberennoù==
=== Kenlabour===
=== Kenlabour===
Kenlabouret en deus bet dreist-holl gant [[Al Liamm]], [[Al Lanv]], [[Yod-Kerc'h]], [[Pobl Vreizh]], [[Skrid]], [[Wanig ha Wenig]], [[Evit ar Brezhoneg]].
Kenlabouret en deus bet dreist-holl gant [[Al Liamm]], [[Al Lanv]], [[Yod-Kerc'h]], [[Pobl Vreizh]], [[Skrid]], [[Wanig ha Wenig]], [[Evit ar Brezhoneg]].
Linenn 29: Linenn 30:
*Levr : ''Ar Pevar Mab a Hemon'', Embannadurioù Skol.
*Levr : ''Ar Pevar Mab a Hemon'', Embannadurioù Skol.

====Barzhoneg====
==Ur varzhoneg==
Yud (1973)

Yud (1973)

Linenn 61: Linenn 62:
hag aet on da greviñ

hag aet on da greviñ

==Liammoù diavaez==
===Liamm===
[http://www.kaouenn.net/?q=br/node/669] Ur ganaouenn savet gant Meic Stevens en eñvor Erwan Kervella ha kanet gant Meinir Gwilym.
*[http://www.kaouenn.net/?q=br/node/669] Ur ganaouenn savet gant Meic Stevens en eñvor Erwan Kervella ha kanet gant Meinir Gwilym.

[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek|Kervella, Erwan]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek|Kervella, Erwan]]
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh|Kervella, Erwan]]
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh|Kervella, Erwan]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1949]]
[[Rummad:Marvioù 1984]]

Stumm eus an 24 Du 2013 da 16:46

Erwan Kervella

Mab henañ Frañsez Kervella hag Ivetig an Dred-Kervella e oa. Ganet eo d'ar 15 a viz Eost 1949 e Landreger. Skolaer Diwan. Ludresour ha fentigeller er gelaouenn Yod-Kerc'h.

Kroget e oa pa oa bihanik c'hoazh da skrivañ istorioù berr ha barzhonegoù. A-viskoazh ez eo bet plijet dezhañ tresañ. Savet en deus bannoù-treset (Kala-Mae bet echuet tresañ gant Tudu).

Bet eo bet meur a wech o pourmen en Iwerzhon hag e Kembre, alies evel blenier Alan Stivell en e droiadoù. E Kembre e reas anaoudegezh gant ur c'haner brudet eno, Meic Stevens a zeuas da vezañ mignon bras dezhañ.

Bet eo bet unan eus kentañ skolaerien Skolioù Diwan ha bet eo skolaer kentañ Skol Diwan Lannuon etre 1978 ha 1980.

Bet en deus ur verc'h anvet Sterenn.

Ur gwallzarvoud gwetur a vo pennkaoz d'e varv rak mervel a reas un nebeud sizhunvezhioù goude en e 35 bloaz.

Embannet eo bet darn eus e skridoù ur bloaz goude e varv a c'hoarvezas d'an 9 a viz Gouere 1984 pa oa en e bemp bloaz ha tregont ken.

Oberennoù

Kenlabour

Kenlabouret en deus bet dreist-holl gant Al Liamm, Al Lanv, Yod-Kerc'h, Pobl Vreizh, Skrid, Wanig ha Wenig, Evit ar Brezhoneg.

Skridoù

Sinet en deus e oberoù gant an anvioù-mañ : SEITEK Yann ; KERVELLA Erwan Pierre Marie ; GERVELLA Erwan ; Baobab al Lanneier ; Beulke ; Charabañ ; Chasgeu ; Erwan ; Gitlob ; KADEN Y.B. ; Kargedoull ; Mesrine & Schleyer Co ; PEBR AN ARVOR Padraig ; Pilpous ; Piltrot ; PINATA Jo ; Tunodo ; Pouloud ; TUPEDU Job ; Yod Kac'her (Ar) ; Ar Yod Kac'her ; Antekrist (An) ; An Antekrist ; AR YOURC'H Tual ; YOURC'H Tual (AR) ; Tad Youd (An) ; An Tad Youd ; Yann-Bipi a Gerinkin ; Kerinkin Yann-Bipi (a G/) ; A Gerinkin Yann-Bipi ; KERVELLA Erwan ; Kerinkin Yann-Bipi ; Yann Bipi a Gerinkin ; Kerinkin Yann Bipi ; A Gerinkin Yann Bipi ; Kerinkin Yann Bipi (a G/) ; Gerinkin Yann-Bipi (a) ; AL LANNEIER Baobab ; LANNEIER Baobab (AL) ; An Antechrist ; Antechrist (An) ; Y.B. KADEN ; Lagadlemm ; Lostir ; Padraig Pebr an Arvor ; Pinata ; Wikawek

• Yud, Erwan Kervella, embannet gant Skrid. Mouladurioù Hor Yezh , 1985. - 118 pajenn.
• Kala-Mae, e kenlabour gant Tudual Huon, embannadurioù Al Lanv, 1984.
• Muntr er Vro-Vigoudenn, pezh-c'hoari ar strollad Barzhanoff savet diwar un danevell skrivet gant Erwan Kervella.

Skeudennaouer

• Levr : Nouvelle méthode de breton = hent nevez d'ar brezhoneg, embannadur nevez kresket a-drugarez da boelladennoù Mona Mazhe hag Andrev Ar Braz (evit an eil hag an trede embannadur). Frañsez Kervella Kongar ; Erwan Kervella (Skeudennaouer) ; Yann Bouessel-Dubourg (Rakskrid gant) ; Mona Mazhe ; Andrev ar Braz. Embannadurioù Ouest-France, 1984, 06/1993, 02/1997. 185 pajenn.
• Levr : Premier vocabulaire breton, savet gant Beatris Jouin ha skeudennet gant Erwan Kervella. Embannadurioù Ouest-France, 1995. 31 bajenn.
• Levr : Petite grammaire du breton gant Beatris Jouin. Skeudennet gant Erwan Kervella. Embannadurioù Ouest-France, 1994. 31 bajenn.
• Levr : Ar Pevar Mab a Hemon, Embannadurioù Skol.

Ur varzhoneg

Yud (1973)

Skrivañ 'raen va anv
gant lizherennoù ar soubenn
war vord feilhañs un asied dantet

Mirout 'raen gwerzennoù diheson
en ur c'haier-skol glas
breset ha prizius

Pegañ 'raen war mogerioù va c'hambr
skeudennoù divlaz ha koll-o-liv
broioù kevrinus

Tresañ 'raen en traezh
d'ar skreved da c'hoarzhin
enkrezioù disouezhet

Engravañ 'raen er c'hoad tener
gant ur gontell laeret
karantezioù dispi

Livañ 'raen war dremmwelioù louet
ar baradoz arnevez
trelat va dic'hoanag

Me eo ar bleiz digenvez
hag aet on skuizh
Me eo ar bleiz digenvez
hag aet on da greviñ

Liammoù diavaez

• [1] Ur ganaouenn savet gant Meic Stevens en eñvor Erwan Kervella ha kanet gant Meinir Gwilym.