Kevredigezh ar Broadoù : diforc'h etre ar stummoù
D Bot: Migrating 75 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q38130 (translate me) |
|||
Linenn 25: | Linenn 25: | ||
{{Lien AdQ|en}} |
{{Lien AdQ|en}} |
||
{{Lien AdQ|he}} |
{{Lien AdQ|he}} |
||
[[gl:Liga das Nacións]] |
Stumm eus an 13 Mae 2013 da 00:40
Kevredigezh ar Broadoù[1] (SDN pe SdN[2]) a oa un aozadur etrebroadel savet da-heul Feur-emglev Versailhez e 1919, savet e-unan e-pad Kuzuliadeg peoc'h Pariz , da wareziñ ar peoc'h en Europa goude ar Brezel-bed kentañ.
Palioù an SdN a oa an dizarmerezh, miret ouzh ar brezelioù a-drugarez da bennaenn ar surentez voutin, diskoulmañ an dizemglevioù dre zivizoù etre ar c'hoztezennoù ha dre wellaat kalite ar vuhez.
Emedo e sez e Genève, er Palez Wilson ha goude e Palez ar Broadoù[3], ha kemeret e oa he ler'h e 1945 Aozadur ar Broadoù Unanet.
Sellet e vez ouzh an SdN evel ur c'hwitadenn. Ar Stadoù-Unanet n'int ezel anezhi ha n'he deus ket nerzhioù armet dezhi hecc'h-unan hag abalamour da se ne zeu ket a-benn da lakaat brezel Spagn da baouez ha kresk an naziegezh a zegasas an Eil Brezel-bed.
An hini en doa atizet ar Stadoù all da sevel an SdN e oa prezidant ar Stadoù-Unanet, Woodrow Wilson, bet kelenner war skiantoù ar politikerezh e Princeton. Hervez e ziefennadur e oa an diplomatiezhkuzh pennkaoz ar Brezel-bed kentañ ha ret e oa Kevredigezh ar Broadoù stourm outi. 14vet mellad Wilson a oa eta diazez Kevredigezh ar Broadoù. Koulskoude e votas sened ar Stadoù-Unanet a-enep ma teufe o bro da veezañ ezel eus Kevredigezh ar Broadoù abalamour ma nac'he peurwiriekaat skrid-emglev Versailles hag ar Stadoù-Unanet ne voent ket ezel anezhi morse. Etre an daou vrezel e oa kuitaet an SDN gant an URSS , an Alamagn nazi, Impalaeriezh Bro-Japan (e 1933) hag Italia (e 1937). Paul Hymans a zeuas da vezañ he c'hentañ Prezidant e 1920.
Notennoù
- ↑ Kevredigezh ar broadoù, Istor, Trede klask, Eil derez Diwan p 26
- ↑ implijet e vez an daou : SDN sur le site de l’ONU, SDN war lec'hienn an atilf, SdN ha SDN war droitshumains.org, SdN e dielloù ofis ar Broadoù-Unanet e Genève
- ↑ Palez ar Broadoù gweladenn eus Palez ar Broadoù war ar gwiad