Aleksandria : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Trec'hlid mitonet kaset ar bajenn Aleksandria (Egipt) da Aleksandria: Eeunaat an titl ha lakaat al liammoù da zegouezhout
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: an:Aleixandría
Linenn 31: Linenn 31:
[[als:Alexandria]]
[[als:Alexandria]]
[[am:እስክንድርያ]]
[[am:እስክንድርያ]]
[[an:Aleixandría]]
[[ar:الإسكندرية]]
[[ar:الإسكندرية]]
[[arc:ܐܠܟܣܢܕܪܝܐ]]
[[arc:ܐܠܟܣܢܕܪܝܐ]]

Stumm eus an 10 Eos 2012 da 14:40

Aleksandria
gwikadell Qaybay

Eil kêr ha porzh pennañ Egipt eo Aleksandria (gresianeg Αλεξάνδρεια, kopteg Rakotə, arabeg الإسكندرية, treuskrivet : Al-Iskandariya), gant 5 milion a annezidi. En em ledañ a ra kêr war 30 kilometrad a-hed aod ar Mor Kreizdouarel ha kement all war-du mervent ar geinvro.
Ur greizenn c'hreantel a-bouez eo gant hec'h eoulsanioù hag he gazsanioù a zegas gremm adalek kêr Suez.

En Aleksandria emañ ar Biblioteca Alexandrina, al levraoueg vodern-tre nevez savet gant an harp etrebroadel.

San Stefano Plazza, Aleksandria


Istor

Anvet eo bet kêr Aleksandria diwar Aleksandr Veur, he diazezer. Goude e varv (- 323), sez unpennoù ptolemaek Egipt a zeuas buan da vezañ kêr vrasañ ar sevenadur hellenistel, an eil tolpadur goude kêr Roma. Echu e oa gant he statud evel kêr-benn goude bezañ bet devet gant an alouberien islamek er VIIvet kantved. Digreskiñ a reas he ment ken na zeuas da vezañ nemet ur gêriadenn annezet gant pesketaerien e dibenn an Impalaeriezh ottoman, pa oa deuet Kaero da vezañ kêr-benn nevez ar vro.

En Henamzer e oa brudet kêr pa oa enni unan eus Seizh Marzh ar Bed, da lavaret eo Tour-tan Aleksandria hag ivez al levraoueg vrasañ a oa en amzer-se.

E 1994 e krogas furchadennoù dindanvor e karter an tour-tan hag adkavet e voe lod eus e vein-ben hag un nebeud delwennoù koulz ha dismantroù savadurioù savet e-pad tierniezh ar Btolemaied, an holl diskaret gant krenoù-douar.

Tud brudet


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB