Impalaeriezh alaman : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: km:ចក្រភព អាល្លឺម៉ង់ |
D r2.7.2) (Robot kemmet: vi:Đế quốc Đức |
||
Linenn 82: | Linenn 82: | ||
[[tt:Алман империясе]] |
[[tt:Алман империясе]] |
||
[[uk:Німецька імперія]] |
[[uk:Німецька імперія]] |
||
[[vi:Đế |
[[vi:Đế quốc Đức]] |
||
[[war:Imperyo han Alemanya]] |
[[war:Imperyo han Alemanya]] |
||
[[yo:Ilẹ̀ Ọbalúayé Jẹ́mánì]] |
[[yo:Ilẹ̀ Ọbalúayé Jẹ́mánì]] |
Stumm eus an 15 Du 2011 da 16:43
An Impalaeriezh alaman (Deutsches Reich en alamaneg) a zo un impalaeriezh bet savet e 1871 ha divodet e 1918. Ar c'hentañ stad vroadel alaman eo. Graet e vez Eil Impalaeriezh anezhi a-wechoù abalamour d'an Impalaeriezh santel roman german a vije an hini gentañ.
Ur c'hengevredad e oa, savet diwar Kengevredad Alamagn an Hanternoz , enni 22 a rouantelezhioù, teir republik, un « douar impalaerel», Elsaß-Lothringen (Elzas-Loren), dindan un Impalaer alaman, Gwilherm Iañ, hag a oa roue Prus. Savet e voe d'an 18 a viz Genver 1871 pa voe embannet diskleriadur Gwilherm Iañ e kastell Versailhez e Bro-C'hall, goude faezhet an armeoù gall e-pad Brezel 1870-1871. Echuet e voe d'an 9 a viz Du 1918 pa zilezas Gwilherm II ar galloud war-lerc'h ar Brezel-bed kentañ, ha diskleriadur Republik Weimar.
Stadoù kengevredet
Roll ar Stadoù a yae d'ober an impalaeriezh alaman :
- Rouantelezhioù: Rouantelezh Prusia, Bavaria, Rouantelezh Württemberg ha Rouantelezh Saks.
- Dugelezhioù-meur : Baden, Hessen, Mecklemburg-Schwerin, Mecklenburg-Strelitz, Oldenburg ha Saks-Weimar-Eisenach
- Dugelezhioù : Anhalt, Braunschweig, Saks-Altenburg, Saks-Coburg-Gotha ha Saks-Meiningen-Hildburghausen
- Priñselezhioù : Lippe-Detmold, Reuß -Greiz, Reuß-Schleiz, Schaumburg-Lippe, Schwarzburg-Rudolstadt, Schwarzburg-Sondernshausen, Waldeck-Pyrmont
- Kêrioù dieub : Bremen, Hamburg, Lübeck.
- hag ivez Elzas-Loren hag Impalaeriezh trevadennel Alamagn.