Pêr ar Rouz : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
⚫ | |||
'''Pêr ar Rouz''', pe ''Pierre Le Roux'' hervez e anv gallek ofisiel, a oa ur yezhoniour hag ur c'helenner brezhoneg eus skol-veur [[Roazhon]]. Ganet e oa bet d'ar [[27 a viz C'hwevrer]] [[1874]] e [[Ploueg-Pontrev]] ([[Bro-Dreger]]) hag aet da Anaon d'an [[3 a viz Gwengolo]] [[1975]] e [[Parame]]. |
'''Pêr ar Rouz''', pe ''Pierre Le Roux'' hervez e anv gallek ofisiel, a oa ur yezhoniour hag ur c'helenner brezhoneg eus skol-veur [[Roazhon]]. Ganet e oa bet d'ar [[27 a viz C'hwevrer]] [[1874]] e [[Ploueg-Pontrev]] ([[Bro-Dreger]]) hag aet da Anaon d'an [[3 a viz Gwengolo]] [[1975]] e [[Parame]]. |
||
Linenn 13: | Linenn 11: | ||
== Levrlennadur== |
== Levrlennadur== |
||
===An Atlas=== |
===An Atlas=== |
||
⚫ | |||
* '' [[Atlas linguistique de la Basse-Bretagne]] '', Plihon-Hommay Rennes Paris : |
* '' [[Atlas linguistique de la Basse-Bretagne]] '', Plihon-Hommay Rennes Paris : |
||
** Levrenn 1, 1924 |
** Levrenn 1, 1924 |
Stumm eus an 2 Her 2011 da 14:50
Pêr ar Rouz, pe Pierre Le Roux hervez e anv gallek ofisiel, a oa ur yezhoniour hag ur c'helenner brezhoneg eus skol-veur Roazhon. Ganet e oa bet d'ar 27 a viz C'hwevrer 1874 e Ploueg-Pontrev (Bro-Dreger) hag aet da Anaon d'an 3 a viz Gwengolo 1975 e Parame.
Anaout a rae mat brezhoneg e vro c'henidik da gentañ ha hini Mêl-Karaez ivez. Heuliañ a reas kentelioù Henri Gaidoz war ar yezhoù keltiek e Pariz ha re Henri d'Arbois de Jubainville. Kemer a reas kador ar yezhoù keltiek e skol-veur Roazhon war-lerc'h Joseph Loth e 1911.
Brudet eo dreist-holl evit an oberenn en deus savet, diwar an enklaskoù renet gantañ etre 1911 ha 1920, e 77 lec'h eus Breizh-Izel, l'Atlas linguistique de la Basse-Bretagne, anavet ivez evel an ALBB. Mont a ra 6 levrenn ha 600 kartenn d'ober an oberenn-mañ. Pep kartenn a ro troidigezhioù ur ger gallek hag an distagadur anezho, ha hini an deveradoù a-wezhioù. Embannet e oa al levrennoù diwezhañ dindan renerezh Fransez Falc'hun.
Kontañ a reer e reas an enklaskoù war varc'h-houarn.
Dielfennet e vo an oberenn-mañ goude gant Kenneth Jackson, Fransez Falc'hun, ha re all.
Levrlennadur
An Atlas
- Atlas linguistique de la Basse-Bretagne , Plihon-Hommay Rennes Paris :
- Levrenn 1, 1924
- Levrenn 2, 1927
- Levrenn 3, 1937
- Levrenn 4, 1943
- Levrenn 5, 1953
- Levrenn 6, 1963
Adembannet e voe an ALBB gant ar gelaouenn STUDI, e CRDP Roazhon er bloavezhioù 1980.
Un ALBB all (Nouvel Atlas linguistique de la Basse-Bretagne) zo bet savet gant Jean Le Dû.
Oberennoù all
- Le verbe breton.
Liammoù diavaez
- Ar 600 kartenn a gaver en Atlas Linguistique de Basse-Bretagne en ul lec'hienn krouet gant Sylvain Bahuaud.