Michelangelo Buonarroti
Neuz
(Adkaset eus Michelangelo)
- Gant ar ger Michelangelo e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Michelangelo (disheñvelout).
Michelangelo Buonarroti | |
---|---|
Poltred gant Daniele da Volterra (1544) diwar gweenn-gañv an arzour meur | |
Marevezh | Azginivelezh |
Ganedigezh | 6 a viz Meurzh 1475 Caprese Michelangelo |
Marv | 18 a viz C'hwevrer 1564 Roma |
Broadelezh | Republik Firenze (Hiziv : italian) |
Barregezhioù | |
Pennañ | Kizeller |
Arall | Livour, adeiladour, barzh |
Oberennoù pennañ | |
Pietà (1498-1499) David (1501-1504) | |
Michelangelo Buonarroti, a zo brudet dindan e anv bihan Michelangelo, a oa un arzour eus an Azginivelezh italian bet ganet d'ar 6 a viz Meurzh 1475 ha marvet d'an 18 a viz C'hwevrer 1564. Kemenn a ra e labour an arz barok da zont. E Firenze e oa bet ganet ha desavet met e Roma e krouas an darn vrasañ eus e oberennoù. Servijañ a reas meur a vestr, ar pab Jul II ha priñs lennek Firenze, Lorenzo il Magnifico en o zouez.
En em welout a reas evel ur c'hizeller da gentañ-penn, met e implijerien a c'houlennas livadurioù digantañ dreist-holl.
-
Pietà (1498-1499)
Penniliz Sant-Pêr, Roma
-
Bolz ar Chapel Sistina e Roma (1508-1512)