Denez Abernot

Eus Wikipedia

Eus arvor Bro-Leon (Bro-Bagan) eo Denez Abernot. A bep seurt traoù en deus bet graet : pesketaer, koñversant, skolaer (skolaer kentañ Diwan e 1977), c’hoarier pezh (gant Strollad ar Vro Bagan) ha kabiten war listri an Departamant eus Konk-Leon da Eusa. Kaner eo ivez, ha saver tonioù ha sonioù, doare rock, blues pe folk. E don brudetañ a zo, hep mar ebet, Gwerz ar vezhinaerien.
Kanet en deus bet gant ar strollad Storlok, hag ur bladenn solo, Tri miz noz, a oa deuet er-maez gantañ e 1999.

Pladennoù

  • Gant Storlok Stok ha stok (1979) NOE 30011
  • Tri miz noz (1999) SMC 1047