Demofon (mab Theseüs)
Demofon (gregach : Δημοφόων/Dêmophóôn) a oa mab Theseüs, roue mojennel Aten, hag e bried Faidra, ha breur da Akamas. Daouzekvet roue mojennel Aten e oa.
Ar vojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Perzh a gemeras e Brezel Troia, skoaz-ouzh-skoaz gant e ziagentad Menestheüs. Bez' e oa unan eus ar vrezelourien serret e kof marc'h Troia. Goude ar brezel e c'houlennas digant Agamemnon dieubiñ e vamm-gozh Aithra, a oa sklavez gant Elena Troia abaoe brezel an Dioskured enep Aten.
E-pad e veaj d'ar gêr e tegouezhas e Trakia. Fyllis, mab roue ar vro, a oa troet sot gantañ. Ha setu an tad roue da reiñ e verc'h da z-Demofon, hag e rouantelezh en argouroù. Met Demofon a fellas dezhañ kenderc'hel gant e veaj, goude prometiñ distreiñ evel-just. Evel prof e roas Fyllis un arc'hig dezhañ o lavarout e oa ennañ un dra sakr en enor d'an doueez Rea, met aliañ a reas ar paotr da chom hep digeriñ anezhi keit ma kredje dezhañ e teuje en-dro.
Tremen a reas an amzer ha ne deue ket Demofon war e giz. Milligañ Demofon a reas ar paourkaezh Fyllis hag en em lazhañ. Demofon a zigoras an arc'h, ha gant ar spont, a lammas war e varc'h ha d'an daoulamm da-gaout Fyllis. Gwinkal a reas an aneval, divarc'het e voe Demofon, kouezhañ a reas war e gleze, ha mervel.
Meur a vugel o dije bet Fyllis ha Demofon, en o zouez Oksyntes, a renas war-lerc'h e dad.
Mojenn all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur vojenn all zo diwar e benn. Pa oa Eurystheüs, roue Argolis, o heskinañ bugale Herakles, ha p'edont o tec'hel, e tegouezhjont en Attika. Degemeret e voent gant Demofon, staliet gantañ e kêr Marathon, ha yao ! d'an emgann ! Ha trec'het gantañ Eurystheüs.