Mont d’an endalc’had

Deer Gun

Eus Wikipedia
Deer Gun
Skeudenn ar pennad Deer Gun

Ur bistolenn Deer Gun
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mont en-dro Pistolenn un-tenn
Munisionoù 9 mm Parabellum
Produer American Machine & Foundry
Niver produet War-dro 1.000
Mare implij 1964
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 0,340 kg
Hirder 130 mm
Hirder ar c'hanol 48 mm
Perzhioù all
Tizh mont e-maez ar boledoù 320 m/s
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An Deer Gun zo ur bistolenn un-tenn savet etre 1962 ha 1964[1] en embregerezh stadunanat AM&F, evit ar CIA. Un arm-tan sekred e oa, e bal sikour ar guerilla enepkomunour e Su Viêt Nam. Ur mil bennak a skouerennoù a vije bet produet en holl.

E 1961 e tivizas John F. Kennedy kreñvaat perzh ar Stadoù-Unanet e Republik Viêt Nam. Muioc'h a soudarded stadunanat a voe kaset di evit stummañ arme Su Viêt Nam, ha klask a reas ar CIA kaout un arm izel e goust evit souten ar guerilla enep-komunour, war skouer ar pistolennoù Liberator savet evit ar rezistañs en Europa da vare an Eil Brezel-bed. Hervez c'hoantoù an ajañs amerikan e ranke ar bistolenn nevez bezañ un-tenn, kambret e 9 mm Parabellum hag izeloc'h he friz evit 4$[2]. Evit sevel an arm e voe choazet American Machine & Foundry, un embregerezh hag a brodue neuze marc'hoù-houarn, c'hoarielloù, ostilhoù liorzhañ ha dafar a bep seurt. Ur rann sekred en doa ivez evit ober enklaskoù war ar reaktorioù nukleel hag an armoù. E benn-ijinour Russell J. Moure a ginnigas e 1962 pimpatrom ar bistolenn nevez[2]. Savet e oa he framm e aluminiom. Evit implijout anezhi e ranked diviñsañ he c'hanol, kambriñ ur gartouchenn, adviñsañ ar c'hanol hag armañ ar skoer en ur sachañ warnañ dre an adreñv[3]. Ur pezhig plastek du a c'halle servijout da surentez evit stankañ ar skoer eus an diavaez, pe evel kouch ur wech lakaet war ar c'hanol. Teir c'hartouchenn ouzhpenn a c'halle bezañ renket en dornikell, met ne oa ket karger ebet d'an arm.

Un tamm eus ar mod-implij pourvezet gant an Deer Gun.

1.000 skouerenn eus an arm a voe urzhiet gant ar CIA evit ur sammad hollek a 300.000$. Diwar ar re-se e vije bet kaset un 200 bennak da c'hevred Azia evit amprouennoù. Evel al Liberator e ranke servijout an arm da lazhañ un enebour evit kemer e arm digantañ, kentoc'h evit bezañ implijet e emgannoù gwir. Ne oa skrivet tra war an arm evit kuzhat e vro orin[3]. Pourvezet e oa an Deer Gun en ur voestad polistiren evit gellet neuiñ ma vije kouezhet en dour. Er voestad e kaved ivez teir c'hartouchenn 9 mm, warne skrivet e oant bet produet e Kanada e 1942. Kement-se a oa faos, met graet evit lakaat da grediñ e c'hallent dont eus stokoù an Eil Brezel-bed roet d'ar rezistañs a-enep d'an arme japanat[2]. Ur mod-implij simpl a gaved er voest ivez, warnañ deskrivet penaos implijout an arm a-drugarez da vrastresoù, ha tresadennoù warne un enebour gantañ ur banniel komunour, evit displegañ e oa gwelloc'h tennañ war un den dizarmet en e gein evit war un enebour armet[3].

N'eus prouenn ebet e vije bet implijet an Deer Gun war an dachenn da vat. Goude lazhadenn Kennedy e embannas muioc'h-mui ar Stadoù-Unanet o c'hoant da gas ur brezel henvoazel e Viêt Nam, ha koll a reas pistolenn ar CIA hec'h interest. Distrujet e vije bet ar braz eus ar skouerennoù. Etre 20 ha 25 Deer Gun a vefe c'hoazh anezho[2][3].

Amsklaer eo orin anv an Deer Gun. Un Deer Team stadunanat a oa anezhañ e 1945 er Viêt Nam, e bal stummañ ar Viêt Minh a-enep an arme japanat. Met kredabl e oa anv kentañ ar raktres DEAR Gun, evit DEnied ARea Pistol ("pistolenn takad nann-anzavet"), pa oa da vezañ implijet e lec'hioù ne anzave ket ar Stadoù-Unanet bezañ oberiant enne[3].

  1. Hervez ar mamennoù.
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (fr) THERIN Gabriel, Le Deer Gun de la CIA, Gazette des Armes n°578, miz Here 2024, pp. 32-35
  3. 3,0 3,1 3,2 3,3 ha3,4 (en) ROBINSON EMILY, The CIA Deer Gun, war lec'hienn Rock Island Auctions, 02/03/2021 (lennet d'an 23/10/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan