Dead Tube
| Tachenn | action fiction |
|---|---|
| Bro orin | Japan |
| Yezh an oberenn pe an anv | japaneg |
| Bet embannet e | Champion Red |
| Arvesterien pal | Seinen, Shōnen |
| Dead Tube | |
|---|---|
| デッドチューブ Dead Tube | |
| Rummad | Seinen Gore |
| Doare | Seinen, gore Ecchi dreistbevañ |
| Manga Dead Tube | |
| Senario | Mikoto Yamaguchi |
| Treser | Touta Kitakawa |
| Embanner | |
| Rakembann | |
| Embann | 19 a viz Mae 2014 - Bremañ |
| Levrennoù | 21 |
Dead Tube (デッドチューブ) zo un heuliad mangaoù doare seinen[1]. Skrivet eo gant Mikoto Yamaguchi (Scumbag loser) ha treset gant Touta Kitakawa un tresererez mangaoù hentai (Sex Lover)[2]. Embannet eo bet da gentañ er gazetenn Champion Red e miz Ebrel 2014. Embannet eo bet e stumm ur manga e bro Japan gant Akita Shoten. Embannet eo bet e stumm manga levr e Bro-C'hall gant Delcourt-Tonkam.
Feuls eo, gant lodennoù reizhel pezh a laka anezhañ da vezañ difennet dindan 16 vloaz. Evit ul lod tud ez eo un isrann eus ar Seinen doare torture porn.
Tudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Machiya Tomohiro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tudenn bennañ paotr, gant lunedoù, ezel eus ur c'hlub liseidi war ar sinema. Mailh eo war filmañ. Den sioul-re, gant ur bersonelezh dister, a-feur ma ya ar manga war-raok e teu war-wel evel un den desachet gant ar gwad hag ar reizh. Filmañ a ra digudenn an darvoudoù spontus a dremeno dirak e c'hamera (reizh, muntroù...) ha muioc'h-mui e vez dedennet gant en ober.
Mashiro Mai
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tudenn bennañ maouez. Yaouank eo hag ezel eus ar c'hlub lieseidi neuierien. War e seblant ez eo o kemer perzh er c'hoari Dead Tube abaoe pell. N'eo ekt feuket tamm ebet na gant ar feulster, na gant gwelet reizh. Laouen eo o welet tudennoù all o vont gant hent ar c'hudennoù. A-feur ma vez an heuliad o vont war-raok e seblant bezañ amourous doare yandere. Prest eo da lazhañ an holl maouezed a dostafe eus Machiya .