Yandere
Iskevrennad eus | tudenn faltazi |
---|---|
Anv er yezh a orin | ヤンデレ |
Hashtag | Yandere, ヤンデレ |
Dezverket dre | stalker |
Yandere (ヤンデレ) zo ur ger japanek evit ober anv eus personelezh un dudenn hag a zo da gentañ unan garantezus ha hegarat met a dro da sot pe da feuls ha taer.
Liammet eo dre ret ar c'hemm personelezh gant ar garantez en ur c'houblad o vont da get, pe ur garantez eus ar plac'h nemetken met ket eus ar paotr.
Yandere zo bet savet a-ziwar ar ger 病んでる? yanderu ? "Ha klañv out ?", ha デレデレ deredere , o talvezout kement hag "amourous" pe "gwanaet". Yanderekko eo an anv-gwan, implijet e vez evit komz eus ur plac'h gant ur bersonelezh yandere. Heñvel eo evit ar ger meganekko evit ar merc'hed gant lunedoù (眼鏡 megane).
Yangire
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit chom gant termenadur strizh ar ger orin ez eus bet krouet ur ger all evit ober eus merc'hed gant lod elfennoù yandere met hep bezañ ken kreñv. Ar ger 'yangire, a vez implijet evit ober eus merc'hed digudenn hag a dro da feuls prim met dre ma'z int bet skoet gant ur gwallreuz pa oant yaouankoc'h. N'eo ket liammet sklaer awen feulster ar yangire gant ar garantez.
Yangire zo bet savet a-ziwar 病んでる yanderu "klañv on" ha 切れ kire "troc'hañ". Evel ma'z eo bet savet yanderekko diwar yandere, yangire en deus roet yangirekko.