Meganekko

Eus Wikipedia

Meganekko (メガネっ娘,« plac'h gant lunedoù ») zo ur ger japanek evit ober eus merc'hed gant lunedoù er mangaoù pe tresadennoù-bev japanat. Pa vez implijet ar ger-se e talvez ez eo elfenn pouezusañ personelezh ha kened un dudenn.

Alies ez eo un dudenn a zesach ar selloù, aotrouniek ha doujus d'al lezennoù. Bammet eo an tudennoù sirius ganti met ar re fall a zo kounnaret ganti.

Implijet e vez alies evel patrom evit ar c'hannaded klas er mangaoù pe pennoù embregerezh, alvokadoù.

Ral eo gwelet un implij eus ar ger-se evit tudennoù paotr. Graet e vez muioc'h gant an droienn otamegane (オタメガネ, otaku gant lunedoù), berraet en otamega (オタメガ?), evit ober eus paotred otaku anezho o tougen lunedoù. Raloc'h e vez graet gant Megane evit ur paotr met evit ar mangaoù Yaoi (heñvelreizh) nemetken.