Mont d’an endalc’had

De l'horrible danger de la lecture

Eus Wikipedia


Deroù ar flemmskrid

De l'horrible danger de la lecture ("A-zivout dañjer euzhus al lenn") zo ur flemmskrid gant Voltaire bet embannet e 1765.

Skrivet eo e stumm un dekred eus an impalaeriezh otoman, ma sav Joussouf Chéribi, moufti an impalaeriezh santel otoman (« mouphti du Saint-Empire ottoman »), a-enep al lenn, a zo graet evit kas an diouiziegezh da get, pa z'eo-hi a warez hag a ziwall ar Stadoù meret mat ( « tend évidemment à dissiper l’ignorance, qui est la gardienne et la sauvegarde des États bien policés »).

Ur flemmskrid

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

De l’horrible danger de la lecture zo un destenn verr, arguzennet, ur flemmskrid a ro bazhadoù, n'eo ket d'ar relijionoù o-unan (Voltaire a lavare krediñ e Doue), met d'ar re a gomz en o anvioù.

A-zivout Bro-C'hall e gwirionez e skrivas Voltaire, kuzhet a-drek an anv-pluenn "Joussouf Cheribi", ha dindan gouel skouer ar Reter Nesañ.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]