Darya Saltykova
Reizh pe jener | plac'h ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh Rusia ![]() |
Anv ganedigezh | Дарья Николаевна Иванова ![]() |
Anv-bihan | Дарья ![]() |
Anv-familh | Иванова, Saltykova ![]() |
Patronym or matronym | Nikolaevna ![]() |
Titl noblañs | talvoud dianav ![]() |
Deiziad ganedigezh | 11 Meu 1730 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Impalaeriezh Rusia ![]() |
Deiziad ar marv | 27 Du 1801 ![]() |
Lec'h ar marv | Moskov ![]() |
Lec'h douaridigezh | Donskoe cemetery ![]() |
Tad | Nikolay Avtonomovich Ivanov ![]() |
Familh | Saltykov, House of Ivanov ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | rusianeg ![]() |
Place of detention | Ivanovsky Convent ![]() |
Kondaonet evit | muntr, Boureverezh ![]() |
Penalty | toull-bac'h dibad ![]() |
Micher | lazher a steudad ![]() |
Lec'h annez | Moskov ![]() |
Lec'h labour | Mosrentgen ![]() |
Deroù ar prantad labour | 1755 ![]() |
Dibenn ar prantad labour | 1762 ![]() |
Statud sokial | nobl ![]() |
Darya Nikolayevna Saltykova (rusianeg : Дарья Николаевна Салтыкова, ganet Ivanova, anavezet ivez gant an anv Saltychikha) (27 a viz Du 1730 - 9 a viz Kerzu 1801 e Moskva) a oa un noblañs hag ul lazherez a steudad rusian. Jahinañ ha lazhañ a reas ouzhpenn kant serv, dreist-holl maouezed ha plac'hed.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Saltykova a voe dimezet pa oa yaouank, hag intañvez en em gavas d'an oad a 26 vloaz. Da-heul marv he gwaz e voe perc'henn war e zomani, m'edo o chom gant he daou vab ha kalz served.
Muntroùs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne voe ket kemeret e kont ar c'hlemmoù a voe goude marv meur a zen e domani Saltykova. Klemmerien 'zo a voe hegaset zoken, rak darempredoù mat he doa Saltykova gant tud lez an impalaerez.
Prosez ha toull-bac'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-benn ar fin e teuas a-benn familhoù ar served da gas o c'hlemmoù da Gatelin II. An impalaerez a zivizas e vefe kaset un enklask foran, da glotañ gant he soñjoù war al lezennegezh. E 1762 e voe harzet Saltykova.
Betek 1768 e voe dalc'het Saltykova, amzer d'an enklask da vezañ kaset da benn. Meur a dest a voe goulennataet gant izili Collegium Justis Katelin II, ha studiet e voe ivez kement tra a denne d'he domani. Gant an enklaskerien e voe kavet 138 marv diskred warno, al lod brasañ anezho a voe lakaet war gont Saltykova.
Tamallet e voe 38 muntr outi[1],[2]. Ne oueze ket Katelin II penaos kastizañ Saltykova, peogwir e oa bet dilemet ar c'hastiz d'ar marv e Rusia e 1754, hag ezhomm he doa an impalaerez eus skoazell an noblañs.
E 1768 e voe chadennet Saltykova e Moskva war wel an holl un eurvezh-pad. Tro-dro d'he gouzoug e oa ur banell ma oa skrivet : Jahinañ ha lazhañ he deus graet ar vaouez-mañ. Stank e teuas an dud da sellout outi. Goude-se e voe bac'het hed he buhez e dan ur gouent.