Daisy de Lawayss
Daisy de Lawayss (1862–1871) a oa merc'h kuzh Maria Sofia Bavaria (1841-1925), rouanez an Div Sikilia, hag he serc'heg Armand de Lawayss. Arvar zo diwar he fenn, dizemglev etre an istorourien da c'houzout ha bet ez eus anezhi. Displeget eo amañ ar fedoù hervez ma vezont kontet gant ar re a gred en he ganedigezh.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Maria Sofia a oa pried d'ar roue Bourbon Francesco II an Div Sikilia (1836-1894), a oa bet harluet goude Seziz Gaeta. Serc'h e oa d'ar Belgiad Armand de Lawayss a oa ofiser gant zouaved ar pab. Anavezet ha gwarezet e oa o darempred gant he flac'h-a-gambr, Marietta, hag he c'hoar, Mathilde Bavaria.
E 1862 e oa dougerez ar rouanez. Evit kuzhat he stad e lavaras bout klañv hag e ranke mont da Vavaria da glask aer fresk ar menezioù. He mamm Ludovica Bavaria (1808-1892) a vodas ur c'huzul-tiegezh, ennañ he breur Masimilian Bavaria hag he moereb an impalaerez Elesbed Wittelsbach (brudet evel Sissi), evit kavout an tu da virout ouzh ar vrud fall ha derc'hel kuzh ar c'heloù.
Gwilioudiñ a reas en ur gouent evel ma oa bet aozet gant an tiegezh. Ganti edo Marietta hag Henriette Mendel, he c'hoar-gaer. Tra dic'hortoz : gevellezed eo a c'hanas Maria Sofia. An abad Ulrico von Tuerk, mab bastard da Ludwig Iañ Bavaria, o badezas Daisy ha Viola ; met hervez lod skridoù ne voe nemet ur bugel. Maria Sofia a ranke chom da ziskuizhañ a-raok distreiñ da Roma davet he fried, ha lavarout ar wirionez dezhañ.
Armand en deveze keloù eus e vestrez dre he c'hoar Mathilde a reseve al lizheroù. Mont a reas da Vavaria, hag eñ klañv, da welout Maria Sofia, met miret e voe outañ gant an tiegezh. Gallet en devoa an tad gwelout e vugale koulskoude.
Viola a voe fiziet en hec'h eontr Ludwig Iañ Bavaria hag Henrietta, hag a yeas d'ar riviera ligure (aod Liguria) da zisklêriañ ganedigezh ur verc'hig. Met marvet e oa ar bugel ha kemeret e voe e lec'h gant Maria Luisa von Wallersee.
Daisy vihan avat a voe anavezet gant an tad a gasas anezhi gantañ da Vrusel dre m'en devoa kuitaet an arme.
Maria Sofia a zeuas a-benn da welout Armand en-dro, e Pariz. Ken klañv e oa an den avat ma varvas nebeudik goude, e 1870, ha nebeut goude e varvas Daisy diwar an droug-skevent ivez, tapet digant he zad moarvat.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (it) Petacco, Arrigo. La regina del Sud. Milano : Mondadori, 1997 (ISBN 978-88-04-43391-0)
- (it) Bestenreiner, Erika. L'imperatrice Sissi – Storia e destino di Elisabetta d'Austria e dei suoi fratelli. Milano : Mondadori, 2003 (ISBN 978-88-04-51248-6)