Mont d’an endalc’had

DP-27/DP-28

Eus Wikipedia
(Adkaset eus DP 28)
Fuzuilh-vindrailher DP
Skeudenn ar pennad DP (Fuzuilh-vindrailher)

Ur fuzuilh-vindrailher DP-28.
Kinnig
Bro URSS
Mont en-dro Fuzuilh-vindrailher aotomatek
Munisionoù 7,62 × 54 mm R
Mare implij Adalek 1927
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 9,12 kg
Hirder 1.290 mm
Hirder ar c'hanol 605 mm
Perzhioù all
Lusk-tennañ 600 tenn/mn
Tizh mont e-maez ar boledoù 840 m/s
Endalc'h Karger ront 47 kartouchenn
Adstummoù DP-27, DP-28
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A
Soudard ukrainan eus an Nerzhioù Difenn Tiriadel o c'hourdoniñ gant ur vindrailherez DPM e-kerzh Aloubadeg Ukraina gant Rusia

An DP-27 pe DP-28 hervez hec'h adstumm (rusianeg: Пулемёт Дегтярёвa Пехотный, romanekadur: Pulemyot Degtyaryova Pekhotny, brezhoneg: mindrailherez troadegiezh Degtiarev) pe Degtiarev a reer eus ur fuzuilh-vindrailher[1] kambret evit kartouchennoù 7,62 × 54 mm R hag a oa bet implijet da gentañ gant Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel.

Istor ha mont en-dro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dibenn ar brezel sivil e Rusia e chome gant an Arme Ruz kozh mindrailherezioù PM M1910 nemetken. Goulennet e voe gant an ijinour Vasily Degtiarev sevel ur vindrailherez skañv pe ur fuzuilh-vindrailher aes da zougen war an dachenn-emgann.

Arnodet e voe an DP-27 a ginnigas e 1927 ha degemeret e voe er servij da vat e 1928. Ur fuzuilh-vindrailher yenaet dre aer eo. Brudet e oa evit bezañ fiziapl ha solut. Kemeret e voe he flas e fin ar bloavezhioù 1950[1] gant an RPD e arme URSS, met implijet e vez c'hoazh e armeoù 'zo eus broadoù bet soviedel.

  1. 1,0 ha1,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 250
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan