Nerzhioù Difenn Tiriadel (Ukraina)
Iskevrennad eus | homeland defense |
---|---|
Rann eus | Nerzhioù lu Ukraina |
Deiziad krouiñ | 2014 |
Anv berr | ТрО, TDF |
Brezel | Brezel etre Ukraina ha Rusia |
Skour lu | light infantry |
Testenn ar ger-stur | Готові до спротиву |
Stad | Ukraina |
Niverenn bellgomz | +(38) 0800-507-028 |
Postel | mailto:tro.info@post.mil.gov.ua |
Lec'hienn ofisiel | https://sprotyv.in.ua |
Commanded by | Anatoliy Barhylevych |
An Nerzhioù Difenn Tiriadel (ukraineg: Війська територіальної оборони, romanekadur: Viiska terytorialnoi oborony) a vez graet eus an adarmead lu eus Nerzhioù lu Ukraina. An Nerzhioù Difenn Tiriadel a oa bet savet goude adstummañ Batailhonoù an Difenn Tiriadel, unvezioù a youl vat krouet e-kerzh Brezel an Donbas hag a oa dindan urzhioù Ministrerezh an Difenn. Unvezioù an Difenn Tiriadel a oa bet anezho dija en ur stumm damaozet etre 2015 ha 2021. Er bloavezh 2022 e voent adsavet ha stummet en un doare ofisiel betek bezañ korfadoù unvanet hag a zo deuet da vezañ ur skourr emren eus Nerzhioù lu Ukraina.
An izili a zo evit ul lodenn adarmeidi hanter amzer, peurvuiañ soudarded gant skiant-prenet, ha ma vez brezel e c'hall bezañ ledanaet evit degemer trevourien lec'hel a-youl-vat evit un difennerezh lec'hel. Ma vez un engalvadur, e vez kemmesket an holl evit kaout soudarded gant skiant-prenet e-penn an holl emouestlidi. An NDT a zo bet enaouet en un doare ofisiel e 2022 pa oa kroget Aloubadeg Ukraina gant Rusia. Ouzhpenn 100 000 trevour a oa emouestlet e miz Meurzh 2022.
Lejion Etrevroadel an Difenn Broadel eus Ukraina, savet gant emouestlidi estren, zo ul lodenn eus an Nerzhioù Difenn Tiriadel.