DP-27/DP-28
Fuzuilh-vindrailher DP | |
---|---|
Ur fuzuilh-vindrailher DP-28. | |
Kinnig | |
Bro | URSS |
Mont en-dro | Fuzuilh-vindrailher aotomatek |
Munisionoù | 7,62 × 54 mm R |
Mare implij | Adalek 1927 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 9,12 kg |
Hirder | 1.290 mm |
Hirder ar c'hanol | 605 mm |
Perzhioù all | |
Lusk-tennañ | 600 tenn/mn |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 840 m/s |
Endalc'h | Karger ront 47 kartouchenn |
Adstummoù | DP-27, DP-28 |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
An DP-27 pe DP-28 hervez hec'h adstumm (rusianeg: Пулемёт Дегтярёвa Пехотный, romanekadur: Pulemyot Degtyaryova Pekhotny, brezhoneg: mindrailherez troadegiezh Degtiarev) pe Degtiarev a reer eus ur fuzuilh-vindrailher[1] kambret evit kartouchennoù 7,62 × 54 mm R hag a oa bet implijet da gentañ gant Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel.
Istor ha mont en-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn ar brezel sivil e Rusia e chome gant an Arme Ruz kozh mindrailherezioù PM M1910 nemetken. Goulennet e voe gant an ijinour Vasily Degtiarev sevel ur vindrailherez skañv pe ur fuzuilh-vindrailher aes da zougen war an dachenn-emgann.
Arnodet e voe an DP-27 a ginnigas e 1927 ha degemeret e voe er servij da vat e 1928. Ur fuzuilh-vindrailher yenaet dre aer eo. Brudet e oa evit bezañ fiziapl ha solut. Kemeret e voe he flas e fin ar bloavezhioù 1950[1] gant an RPD e arme URSS, met implijet e vez c'hoazh e armeoù 'zo eus broadoù bet soviedel.