Cynyr Ceinfarfog

Eus Wikipedia

Cynyr Ceinfarfog a oa ur roue brezhon hag a rene war Caer Gawch e-tro 450. War a seblant e talc'he "Caer Gynyr" (Caer Gai bremañ) e-kichen Y Bala e Penllyn. Eno en dije desavet ar Roue Arzhur hervez an hengoun. Diwarnañ e vije bet savet tudenn Ector pe Antor, leztad Arzhur. Ur stumm eus Connor e vije e anv ha gwirheñvel eo e oa Iwerzhonad a-orin.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]