Cymru Ymlaen
Neuz
Cymru Ymlaen / Forward Wales ("Kembre War-raok") a oa ur strollad sokialour kembreat.
Savet e oa ar strollad dreist-holl diwar Strollad Dishual John Marek (JMIP, John Marek Independent Party) bet ktrouet gant ar dileuriad e Bodadenn Kembre hag ez-ezel eus Strollad al Labour, John Marek.
Kemmañ a reas anv ar strollad o tont da vezañ "Forward Wales-Cymru Ymlaen" d'an 8 a viz Du 2003, ennañ tud o tont eus Plaid Cymru ha Cymru Goch.
Difenn a ra ar strollad ur politikerezh sokialour evit Kembre, rak hervezañ ne vez ket difennet ar sokialouriezh wirion ken gant Strollad al Labour.
E mouezhiadegoù Parlamant Europa e 2004 e oa bet tapet gant ar strollad 1,9% eus ar votoù e Kembre (17.280 vot en holl).