Cymru Goch

Eus Wikipedia

Cymru Goch ("Kembre Ruz") a oa ur strollad broadelour kembreat eus an tu-kleiz pellañ krouet e 1969.

Kensinañ a reas Karta Brest.

Goude meur a vloaz chomet dizober e oa bet adlañset ar strollad e 1987 o c'houlenn groñs e vefe disklêriet ur stad sokialour emren evit Kembre.

Gantañ e veze embannet Y Faner Goch ("Ar Banniel Ruz").

Gant ar Strollad Sokialour e oa bet krouet gantañ Kevreadur Sokialour Kembre (Welsh Socialist Alliance), met e guitaas a reas e 2002.

E 2003 en em deuzas gant ar strollad nevez Cymru Ymlaen ("Kembre War-raok") gant John Marek en e benn.