Mont d’an endalc’had

Contradusta bregeriana

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Contradusta bregeriana

Hoc'hig-mor Breger
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Contradusta
Anv skiantel
Contradusta bregeriana
(Crosse, 1868)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Contradusta bregeriana a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Contradusta e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a-walc'h a vev e Melanezia, draget alies gant bagoù er stradoù blod gant bezhin etre 10 m ha 45 m donder ha raloc'h kavet gant splujerien eus an aod bev betek 30 m war ar resif bev an hini eo.

Taksonomiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant Crosse e 1868 dindan an anv genad Cypraea[2],[3].

Roet eo bet an anv spesad en enor da M. Breger, dastumer kregin eus Kaledonia-Nevez.

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Contradusta bregeriana bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea bregeriana Crosse, 1868 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
  • Erronea bregeriana Crosse, 1868 anv aet da get.

Daou isspesad a zo bet diskrivet :

  • Contradusta bregeriana bregeriana (Crosse, 1868)
  • Contradusta bregeriana pervelata (Lorenz, 2002) (taxon inquirendum = isspesad o vezañ studiet)

Kregin brav ha boutin a-walc'h a vez kavet draget alies gant bagoù er stradoù blod gant bezhin etre 10 m ha 45 m donder ha raloc'h kavet gant splujerien eus an aod bev betek 30 m war ar resif bev an hini eo

Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 21 mm ha 27 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 15 mm pe ramz, betek 33 mm.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Contradusta walkeri, Chelycypraea testudinaria, daou spesad gant livioù damheñvel.

Kartenn al lec'hioù bevañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo er Melanezia. Kavet e vez e Kaledonia-Nevez.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530889(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 18 a viz Here 2014,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530914(en)
  3. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)