Club Atlético River Plate (Montevideo)

Eus Wikipedia

Club Atlético River Plate (lesanvet Darseneros pe La Dársena ivez) a zo ur c'hleub mell-droad uruguayat, bet krouet d'an 11 a viz Mae 1932 e Montevideo (Uruguay), diwar gendeuziñ Olimpia ha Capurro.

Dont a ra an anv anezhañ eus hini River Plate Football Club, ur c'hleub all aet da get e 1929. Arabat eo kemmeskañ gant ar c'hleub arc'hantinat Club Atlético River Plate, bet krouet e Buenos Aires kenkent ha 1901.

C'hoari a ra e grogadoù en Estadio Parque Federico Omar Saroldi e Prado (unan eus karterioù Montevideo).

Titloù bet gounezet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]