Mont d’an endalc’had

Olimpia Football Club

Eus Wikipedia
Banniel Olimpia.

Olimpia Football Club (lesanvet Alas Rojas ivez) a voe ur c'hleub mell-droad uruguayat, bet krouet d'an 13 a viz Meurzh 1922 e Montevideo (Uruguay). Mont a reas Lorenzo Batlle Berre, unan eus an diazezerien, da gentañ prezidant.

Abaoe an 11 a viz Mae 1932 n'eus ket mui anezhañ dre ma'z eas d'ober Club Atlético River Plate a-gevret gant Capurro.

Pevar c'houlzad en devoa tremenet Olimpia e Primera División de Uruguay eus 1927 da 1931. Ernesto Mascheroni, unan eus difennerien skipailh broadel Uruguay a oa aet ar maout gantañ da-geñver Kib vell-droad ar bed 1930, a oa c'hoarier en Olimpia d'an ampoent.

C'hoari a rae e grogadoù en Olimpia Park[1] e Prado (unan eus karterioù Montevideo).

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Estadio Parque Federico Omar Saroldi hiziv an deiz.