Club Atlético River Plate

Eus Wikipedia

Club Atlético River Plate (pell anavezetoc'h evel River Plate) zo ur c'hleub mell-droad arc'hantinat bet krouet d'ar 25 a viz Mae 1901 e La Boca (unan eus karterioù Buenos Aires (Arc'hantina)). Ganet e oa bet diwar gendeuziñ an daou gleub Club Atlético La Rosales ha Santa Rosa. Leopoldo Bard a voe e gentañ prezidant.

Meur a lesanv a oa bet roet d'ar c'hleub a-hed e istor : Gallinas, La Banda, Millonarios.

C'hoari a ra e grogadoù en Estadio Antonio Vespucio Liberti a vez graet Monumental anezhañ ivez.

C'hoarierien vrudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]