Mont d’an endalc’had

Clarisse Agbégnénou

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Clarisse Abégnénou)
Clarisse Agbégnénou
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhTogo, Frañs Kemmañ
Bro sportFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denClarisse Agbégnénou Kemmañ
Anv ganedigezhClarisse Bogdanna Agbegnenou Kemmañ
Anv-bihanClarisse Kemmañ
Anv-familhAgbégnénou Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Her 1992 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRoazhon Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherjudoka Kemmañ
Bet war ar studi eHEC Pariz Kemmañ
Sportjudo Kemmañ
Perzhiad ejudo at the 2016 Summer Olympics – women's 63 kg, judo at the 2020 Summer Olympics – women's 63 kg, judo at the 2020 Summer Olympics – mixed team event Kemmañ
Ezel eusHEC Alumni Kemmañ
Prizioù resevetmarc’heg an ordre national du Mérite, Champion des champions français de L'Équipe, Champion des champions français de L'Équipe, Marc'heg al Lejion a Enor Kemmañ

Clarisse Agbégnénou, anvet ivez Gnougnou, pe ar Bulldozer, pe c’hoazh Clacla, a zo ganet d’ar 25 a viz Here 1992 e kêr Roazhon e Breizh. Ur judoka eo, gant ar vroadelezh togoat a-berzh he zud hag ar vroadelezh c’hall[1].

Buhez prevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur babig gant diaesterioù yec'hed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Start-tre eo bet penn-kentañ buhez Clarisse Agbégnénou peogwir he deus kroget he buhez gant meur a gudenn yec’hed. E gwirionez e oa ganet daou viz a-raok an termen gant he breur gevell anvet Aurélien. Abalamour da se eo bet lakaet e-barzh ur glouarell e-pad 4 sizhun. Ouzhpenn se he doa ranket bezañ oberataet abalamour da zroukstummadur ul lounezh 2 sizhun nemetken goude bezañ ganet[2]. Hag ouzhpenn se c’hoazh e oa kouezhet e koma e-pad 7 devezh pa oa c’hoazh ur babig abalamour d’he c’hudennoù yec’hed. Abaoe ma oa babig, Clarisse Agbégnénou zo bet gwelet evel ur stourmerez ‘blam m’he deus digoret he daoulagad daoust ma lâre ar vedisined ne oa netra ken d’ober eviti ; "lâret o deus da'm zud : Ret eo dilugañ anezhi, luziet eo”[3].

Kresket he deus e-barzh kêr Gennevilliers e departamant an Hauts-de-Seine, e-barzh rannvro Ile de France, gant he 3 breur hag he zud anvet Victor ha Pauline Agbégnénou. D’an oad a 9 bloaz e oa bet degemeret e kleub an AMA ( Arzoù-emgann Asnières)[4] ha da 14 vloaz eo bet degemeret e « pol Frañs Orleañs », ul lec'h evit an dud varrek n'o deus ket al live c'hoazh evit mont e-barzh an INSEP. Met ouzhpenn se, Clarisse zo ivez adjudant (penn rann pe  skoazell ul letanant)  e-barzh Archeriezh Vroadel Frañs

Hirie, gant he gwaz Thomas Grava, he deus ur bugel anvet Athéna, ganet d’ar 15 a viz Even 2022.

Kroget he deus gant ar judo a-drugarez da startijenn he yaouankiz. E gwirionez he deus kroget da ober judo hep muioc'h a gred met just evit ober ur sport emgannañ, hag esaeet he deus ar judo. Ur gwir c’halvidigezh eo bet eviti. Goude se eo bet degemeret e «pol Frañs» Orleañs ha kroget he deus da c’hounit krogadoù, betek bezañ kampionez europat ar yaouankizoù, beskampionez bro Frañs ar re dindan 57 kg e 2008 ha kampionez Frañs junior ar re dindan 63kg e 2009. Diwar se eo bet degemeret en INSEP e 2009. Ar memes bloavezh eo bet enskrivet e "judo kleub Escales Argenteuil" da 16 vloaz hanter. Goude se e c’hounezas Clarisse Agbégnénou he medalenn aour etrebroadel kentañ e kampionad Europa, e 2013, an hini gentañ eus un toullad mat.  

Da gentañ er C'hoarioù Olimpek e 2016 e Rio de Janeiro. Eno eo bet beskampionez olimpek ha tapet he deus ar vedalenn arc'hant e-touez ar re dindan 63 kg. Goude se eo bet degemeret er Red Star Club (RSC) e Champigny-sur-Marne. Un nebeud mizioù war-lerc'h, d'ar 1añ a viz Gwengolo 2017, e oa bet gounezet ganti kampionad ar bed dindan 63 kg e Budapest.

E-pad Kampionad judo Europa 2018 e Tel-Aviv-Jaffa e oa aet ar maout ganti evit titl Europa ar re dindan 63 kg a-enep Slovenia, goude 7 munutenn c'hoari. Evit ar 3e gwech ar memes bloaz e kampionad ar bed e Bakou he doa gounezet ar priz kentañ dindan 63 kg. Er bloaz-se he doa gounezet ur gevezadeg all ha dilennet eo bet Kampionez Kampionad a Skipailhoù e 2018.

D'an 28 a viz Eost 2019 e teuas Clarisse Agbégnénou da vezañ kampionez ar bed evit ar pevare gwech en Nippon Budokan goude un emgann 11 munutenn. Ouzhpenn se e teuas Clarisse da vezañ ar judoka muiañ titlet e bro Frañs goude ar priz-se, a-raok Lucie Décosse, Gevrise Emane ha Brigitte Deydier.

Evit echuiñ, gounit a reas ur pempvet titl europat e kampionad Europa judo e 2020 e Prag, ha mont a reas ar maout ganti evit ar pempvet gwech d'an 9 a viz Mezheven 2021, e kampionad ar bed judo 2021 e Budapest.

Un titl all eus ar re vrasañ a c’hounezas e C'hoarioù Olimpek Tokyo e 2020 e-lec'h ma c’hounezas ur wech ouzhpenn ar priz kentañ, hag e kampionad ar bed e Doha d'an 10 a viz Mae 2023 e-lec'h ma c’hounezas he 6vet titl bedel. En holl, Clarisse Agbégnénou he deus gounezet 7 kampionad ar bed, hag ouzhpenn se eo bet trec’h e 4 c'hampionad Europa[5].

2012 kampionad Europa 3vet dindan 63kg
2013 kampionad Europa 1an dindan 63kg
2013 kampionad ar bed 2vet dindan 63kg
2014 kampionad Europa 1an dindan 63kg
2014 kampionad ar bed 1an dindan 63kg
2015 kampionad ar bed 2vet dindan 63kg
2016 c'hoarioù olimpek 2vet dindan 63kg
2017 kampionad ar bed 1an dindan 63kg
2018 kampionad ar bed 1an dindan  63kg
2018 kampionad Europa 1an dindan  63kg
2019 kampionad ar bed 1an dindan  63kg
2020 kampionad Europa 1an dindan  63kg
2021 kampionad ar bed 1an dindan  63kg
2021 c'hoarioù olimpek 1an dindan  63kg
2023 kampionad ar bed 1an dindan  63kg

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]