Christian Danmark (1603-1647)
- Ur pennad Frederik Christian Danmark zo ivez.
Christian Danmark ha Norge (1603 en Kopenhagen - 1647 en Gorbitz e-tal Dresden), a oa mab d'ar roue Christian IV Danmark ha d'e bried Anna Katharina von Brandenburg. Pennhêr rouantelezh Danmark ha Norge e oa.
E 1625 e krogas Danmark da gemer perzh er Brezel Tregont Vloaz. Ar roue Christian IV a veze o vrezeliñ, e vab Christian a veze e penn ar gouarnamant. Kement-se a badas daou vloaz. Daoust da se en em gannas ivez Christian. Gloazet e voe e miz Du 1626. E 1627 e voe kaset da Holstein tost d'an harzoù, ha perzh a gemeras e seziz Segeberg. Kilañ a reas e arme pa voe aloubet kreisteiz Denmark ha Jutland, ha terriñ a reas e c'har. E 1626 e tarempredas Anne Lykke, ha bec'h a savas etre an tad hag ar mab. Klask a reas ar roue tamall dezhi bout sorserez, abalamour d'he levezon war e vab. Poent oa dimeziñ ar priñs.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe da Magdalena Sibylle von Sachsen, met bugel ebet n'o doe.
Fin e vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brud en doa Christian da vezañ lezirek ha lonker. Ur bern dle en doa. Amprestañ a rankas da vont da veajiñ. E miz Mae 1647 e oa e Dresden ha pa guitaas kêr en doe ur barr-kleñved. Kaset e voe da gastell Gorbitz e-tal Dresden,hag eno e varvas en deiz war-lerc'h.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Beziet e voe e miz Du 1647 en iliz-veur Copenhagen. En 1655 e voe kaset e relegoù da Iliz-veur Roskilde.
Addimeziñ a reas e intañvez.