Anne Lykke
Anne Lykke pe Anne Henriksdatter Lykke (1595 – 1641) a oa un itron danat, serc'h d'ar priñs Christian Danmark.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e kastell Vordingborg. Tud a ouenn uhel hag a beadra e oa he zud. Merc'h e oa d'an denjentil ha politikour Henrik Lykke (1555–1611) ha d'e bried Karen Frandsdatter Banner (1559–1616).
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1615, da 20 vloaz, e timezas Anne d'an denjentil Cai Rantzau (1591–1623), gouarnour meur a balez roueel. E 1616 e c'hanas ur verc'h, Sophie (1616–1635) e Kastell Copenhagen ma oa kuzulier Rantzau. E 1621 e voe anvet Rantzau da Bennkomiser Brezel en arme Danmark en Holstein. Mervel a reas e 1623, pa oa Anne en oad a 27 vloaz. An intañvez yaouank neuze a reas war-dro merañ ar madoù ken na voe lakaet ar c'hontoù en o rez[1]. E miz Mae 1625 e lestras ar roue Christian IV da vont d'ar brezel. Anavezet eo ar brezel-se e Danmark ha Norge evel Brezel an Impalaer (Kejserkrigen).
Addimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1629, da 34 bloaz, e timezas Anne d'an denjentil pinvidik Knud Ulfeldt (1600–1646), mab da Ganseller ar Rouantelezh Jacob Ulfeldt. Knud Ulfeldt a gollas neuze e garg el lez ha n'eo nemet goude marv Anne e 1641 ma voe anvet da Lord Chamberlain[2].