Magdalena Sibylle von Sachsen
Neuz
Magdalena Sibylle von Sachsen (1617 –1668) a oa priñsez pennhêrez Danmark ha Norge adal 1634 betek 1647, evel pried ar priñs pennhêr Christian Danmark, ha diwezhatoc'h Dugez Sachsen-Altenburg evel pried Friedrich Wilhelm II, Dug Sachsen-Altenburg.
Merc'h e oa Magdalena Sybille da Johann Georg Iañ von Sachsen, priñs-dilenner eus an Tiegezh Wettin (lignez Alberzh), ha da Magdalena Sibylle von Preußen.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas:
- En 1634, pa oa 17 vloaz, e Dresden, da Christian Danmark. Bugel ebet n'o doa bet en ur ober trizek vloaz, pa varvas ar priñs.
- E 1652, da 35 bloaz, ec'h addimezas da Friedrich Wilhelm II, Dug Sachsen-Altenburg, intañv ivez, ha tri bugel o doe :
- Christian (1654-1663), priñs penn hêr Sachsen-Altenburg
- Johanna Magdalena (1656-1686),
- dimezet da Johann Adolf Iañ, Dug Sachsen-Weißenfels (1649–1697)
- Friedrich Wilhelm III (1657-1672), diwezhañ Vertreter tiegezh Sachsen-Altenburg