Mont d’an endalc’had

Magdalena Sibylle Prusia

Eus Wikipedia
Magdalena Sibylle gant he mab Christian, dug Sachsen-Merseburg.

Magdalena Sibylle Prusia (Magdalena Sibylle von Preußen en alamaneg), pe Brandenburg, pe Hohenzollern, ganet e Königsberg e 1586 ha marvet e 1659 e Dresden, a oa ur briñsez eus dugelezh Prusia, deuet da vout priñsez-dilennerez Saks.

Magdalene Sibylle a oa pempvet ha diwezhañ merc'h Albrecht Friedrich Prusia, dug Prusia (1553–1618), hag e bried Marie Eleonore (1550–1608). He mamm a oa merc'h d'an dug Wilhelm von Jülich-Kleve-Berg.

Savet e oa bet ar briñsez evel he c'hoarezed e kastell Königsberg hag er relijion brotestant.

Dimeziñ a reas da Johann Georg Iañ von Sachsen (1585–1656) e 1607 e Torgau: e eil pried e oa.

Mignonez e oa da rouanez Sveden, he nizez Maria Eleonora Brandenburg.

Intañvezet e voe e 1656 ha mervel e Dresden tri bloaz goude, e 1659.