Kaozeal:Magdalena Sibylle Prusia
Terriñ liammoù
[kemmañ ar vammenn]Kaozeal eus "atahinerezh" aze zo n'eus forzh petra. Klask a ran kenderc'hel gant ur pennad krouet ganin, hag an amzer dremenet ouzh e sevel hag o kempenn al liammoù n'eo ket c'hoari, neuze un tamm doujañs, mar plij, ouzh al labour, ma n'ec'h eus tamm ebet ouzh al labourer.
Pezh a welan amañ avat eo terriñ tri liamm, gant ur pennad all nevez krouet ganin, ha se zo difennet groñs er wikipedia: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Magdalena_Sibylle_Prusia&action=historysubmit&diff=1105208&oldid=1105185. Bianchi-Bihan 18 Du 2011 da 18:04 (UTC)
Gant aon bras ne vije ket gwelet mat an tri liamm torret, setu al listennadig anezho:
- dugelezh Prusia ha dug Prusia (lakaomp ne gontfe nemet evit unan)
- Albrecht Friedrich von Preußen
- rouanez Sveden
Tri pe bevar, ne ran forzh. Bianchi-Bihan 18 Du 2011 da 18:27 (UTC)
Kemm an titl: ehan-labour
[kemmañ ar vammenn]Titl kemmet gant ar merour a-enep reolennoù wikipedia:
- Wikipedia:Kenemglev
- Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud/Vot diellaouet1
- 1 - Ret eo derc'hel da furm orin an anv, nemet pa vez ur furm testeniekaet stank e brezhoneg . Diviz kemeret gant 75% eus ar mouezhioù.
- N'eus furm ebet testeniekaet stank e brezhoneg, neuze eo ret derc'hel da furm orin an anv.
Pa vo tu da zistreiñ da reolenn wikipedia e c'hallin derc'hel da labourat war ar pennad. Bianchi-Bihan 20 Du 2011 da 10:03 (UTC)
- Faos-mik eo ar pezh a zo skrivet amañ. N'eo ket bet kemmet an titl gant ar merour, met ganin-me (ha n'eus ket ur merour ac'hanon). Pe gentoc'h, ne'm eus ket cheñchet an titl, met lakaet en-dro an titl orin a oa bet lakaet gant... Bianchi-Bihan! Evit a sell an arguzenn diwar-benn ar vot, pa'z eus bet kaoz eus se n'ouzer ket pet gwech dija, eo aner ha poan gollet klask lavaret hag adlavaret an traoù c'hoazh. Kamm ki pa gar.--Trec'hlid mitonet 20 Du 2011 da 10:14 (UTC)
- Kamm, ya, e oa da arguzennoù. Bianchi-Bihan 20 Du 2011 da 10:20 (UTC)
- Faos eo penn-da-benn hag e oar Bianchi-Bihan mat-tre. --Kadwalan 20 Du 2011 da 18:02 (UTC)
- Kamm, ya, e oa da arguzennoù. Bianchi-Bihan 20 Du 2011 da 10:20 (UTC)
Marteze eo faos ar votadeg peogwir ne rez forzh ebet anezhi? Bianchi-Bihan 20 Du 2011 da 18:08 (UTC)
- Mantrus eo lenn seurt traoù. --Kadwalan 20 Du 2011 da 19:29 (UTC)