Charles Baratoux

Eus Wikipedia

Charles Baratoux, ganet d'an 19 a viz Genver 1846 e Sant-Brieg hag aet d'an Anaon d'an 19 a viz Meurzh 1898 er memes kêr[1], a oa un embreger labourioù foran hag ur politikour breizhat. Goude bezañ aet war e leve evel embreger e voe kuzulier-kêr Sant-Brieg (1888), maer e 1890, kuzulier-departamant Aodoù-an-Arvor, prezidant kambr kenwerzh (1891) ha besprezidant sindikad embregerien labourioù foran Bro-C'hall.

Enorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Un delwenn a oa bet savet gant Jean Boucher en enor da Charlez Baratoux ha staliet e Sant-Brieg dirak ti kozh an aotrou en un doare da c'hortoz. D'an 10 a viz Ebrel 1904 ez eo lidet ar staliadur ofisiel da c'hortoz, al labour a oa bet evit ar priz a 3000 lur. 14 a viz Gouhere 1907 ez eo echu labourioù al leurgêr ha lidet ar staliadur ofisiel ha da viken plasenn Baratoux[2]. E miz Genver bloavezh 1942 e oa bet tennet ha teuzet. E 1949 e oa bet staliet ur gopienn gant Elie Le Goff savet er bloavezh 1906[3].
  • Ur straed Charles Baratoux a zo e kêr Sant-Brieg.
  • Ur skol Charles Baratoux savet gant an tisavour Bourgin a gaver e straed Charles Baratoux e Sant-Brieg[4].
  • Ur blasenn Charles Baratoux a zo e kêr Sant-Brieg.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]