Mont d’an endalc’had

Chapel santez Barban

Eus Wikipedia
Chapel Santez Barban

Chapel santez Barban[1],[2] zo ur chapel eus ar XVvet kantved er Faoued, e Kerne.

E fin ar XVvet kantved e oa aet Yann Toullbodou, eil mab Aotroù Lokmalo eus Maner Gwidfoz e Plourae, d'ober un dro chase dre ar vro. En em gavet e oa war douaroù Yann Boutteville, Aotrou ar Faoued. Aze e voe paket dindan ar gurun. Skoet e oa ar reier tro dro dezhañ ha tammoù a bezh eus ar roc'h a-serzh a gouezhe d'an traoñ. Spontet e oa Yann Toullbodou ha krediñ a reas e oa deut an eur evitañ da vezañ kaset gant an Ankou. Pediñ a reas neuze Santez Barban, patromez an tan hag ar gurun, hag eñ prometiñ sevel ur chapel war al lec'h ma oa savetaet e vuhez. A-greiz holl e tavas ar gurun, klevet oa bet pedenn Yann Toullbodou. Feal d'e bromesa e lakaas da vezañ savet ar chapel e traoñ ar roc'h ha kregiñ a reas al labourioù d'ar 6 a viz Gouere 1489. Echu e voe er bloaz 1512. Enskrivet eo gant lizherennoù gotek deiziad penn kentañ al labourioù dindan un delwenn e kroazenn reter ar chapel. Deiziad fin al labourioù zo skrivet ouzh ur vouest-tilsam dalc'het gant un ael ouzh begel-bolz ar chapel.

Kloc'hti Chapel Santez Barban

Pa zegouezher war al lec'h en em gaver gant ar c'hloc'hti diazezet war pevar peul maen. Laret e vez e vez kaset kuit ar gurun pa soner ar c'hloc'h a zo dindan.

An orator hag ar garnel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar garnel toullet er roc'h
Orator sant Mikael war an tu dehou
Ar pezh diri bras a gas da gentañ da orator Sant Mikael, pa ziskenner pelloc'h e tegouezher d'ur garnel a zo kizellet e diabarzh ar roc'h, en traoñ emañ ar chapel. Ne ouezer ket re vat petra eo dre just ar garnel. Peurvuiañ e veze implijet savadurioù evel-se evit lakaat an eskern adkavet er bezioù kozh. Amañ avat n'eus bered ebet tro dro ha ne weler ket da betra e servijfe ur garnel.
Dorioù Chapel Santez Barban

Meur a nadoez kinklet gant gargoulioù a weler e nec'h ar chapel. En tour ez eus ur skalier c'hwec'hkornek. Div borrastel a weler e talbenn kornog ar chapel, pep hini o tigeriñ gant div zor. En diabarzh eo douget an doenn gant ur volz maen evel en iliz Kernaskledenn. D'ar mare-se e veze savet bolzoù an ilizoù gant koad peurvuiañ, kentoc'h. Ardramezioù Aotrouien Boutteville ha Toullbodou a weler ouzh meur a skoed ouzh ar volz hag ouzh lod eus ar prenestroù gwer livet. Buhez Santez Barban a vez diskouezet ivez ouzh ar prenestroù gwer livet. En dribunell e kemere plas kerent an aotrouien o doa lakaet da vezañ savet ar chapel.

Feunteun Santez Barban
Traoñ an aspled

Ur wenojenn a gas d'ur feunteun sakr en traoñ, war zu ribl ar stêr Elle. Savet e oa bet e 1708 en ur c'hloz karrezek. Er gustod e kaver delwenn Santez Barban. Dibennet e oa bet da vare an dispac'h bras. Hervez ar vojenn e teue ar merc'hed yaouank da deurel un nadoz beg ront er feunteun. Ma kouezhe en toull, dindan ar feunteun e vijent dimezet a-raok fin ar bloaz.

  1. Barban, stumm ar vro. Dave: Ar Greizenn-enklask war an Anvioù-lec'h, Lec'hanvadur Breizh, Skol-Uhel ar Vro, 1993, p. 74; Ofis ar Brezhoneg, Kartenn Vreizh 1/250 000vedenn, 2003.
  2. Barban, e Pardon Sant Fiag, gant Erwan Evenou, 2007.