Mont d’an endalc’had

Chapel Pontouar

Eus Wikipedia
Ilizoù Breizh
Chapel Pontouar

Ar chapel

Relijion Katoligiezh
Statud
Parrez Tregourez
Kumun Tregourez

Saverezh XVIvet kantved
Stil Gotek

Chapel Pontouar zo lec'hiet e kumun Tregourez, e Kerne, e departamant Penn-ar-Bed.

Chapel Pontouar, savet er XVIvet kantved, a oa gouestlet er penn-kentañ da sant Gwezenneg, deuet eus Kembre e fin ar Vvet kantved. Hervez ar vojenn e teue ar voraerien da bardonañ d'ar chapel da drugarekaat ar sant evit bezañ saveteet ur vag hag he bourzhiad ganti a-gevret gant e vreur gevell Jagu e-kerzh ur barr-avel. Abaoe ar XVIIvet kantved ez eo gouestlet ar chapel da Itron Varia Pontouar.

Arkitektouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur savadur e stumm ur groaz latin eo.

Bez' ez eus un tourig gant ur gorzenn war ar pignon kornôgel, ha diri war ar skoaz.

Ar feunteun

Ar feunteun en ardraoñ, hag a zo moarvat eus ar memes maread, a voe distaget diouzh ar chapel gant digoradur an hent a gas da Gemper e 1893. An feunteunig volzek-mañ, brudet he dour evit pareañ poanioù-skouarn sañset, a oa ur skeudenn eus sant Gwezenneg enni.

Ar c'halvar

Ar c'halvar zo eus ar XVIvet kantved.

Er chapel ez eus un nev gant pevar zreuziad, dispartiet diouzh ur chantele, eeun e penn-chantele gant prenestraj e furm flourdiliz, gant ur volz.

Ar chantele
Delwenn

Ar chapel a zalc'h un delwenn eus sant Gwezenneg a voe kizellet e 1563, ha delwennoù eus sant Roc'h, santez Anna hag ar Werc'hez, sant Maur, sant Maurice, ha delwenn gaer meurbet Itron Varia Pontouar.

Azeulerezh, lidoù hag abadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar pardon

Lidet e vez da Sul kentañ miz Eost.

Skeudennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.