Mont d’an endalc’had

Chapel Koadri

Eus Wikipedia
Ilizoù Breizh
Salver Santel Koadri

Nev ar chapel
48° 00' 23" N – 3° 58' 50" K
Relijion Katoligiezh
Statud Iliz-trev
Parrez Skaer

Saverezh
• Deroù
• Diwezh

XIvet kantved
XVIIIvet kantved
Stil Gotek
Romanek

Gwarez  Monumant istorel (1933)

Chapel Koadri, pe Chapel ar Salver Santel e Koadri, zo ur chapel lec'hiet e kumun Skaer e departamant Penn-ar-Bed.

Ur vojenn a lavar e voe savet gant ur C'hont Trewalod, evit sentiñ d'ul le en doa graet da Zoue.

War-dro kreiz an XIIvet kantved e oa perc'hennet ar chapel gant Urzh an Templ. Pa voe dispennet an urzh, e voe hi lakaet dindan gwarez Herberc'hourien Sant Yann Jeruzalem, hag e chomas hi ganto betek an Dispac'h Gall. Ar chapel a oa gouestlet da Sant Yann Vadezour. Stag e oa ouzh komandiri ar Fouilhez (kroaz Malta zo kizellet war unan eus ar pileroù).

Arkitektouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar porzh-iliz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1691 e voe adsavet an tal.

Ar sekretiri
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'heur, eus ar XIVvet kantvet pe eus deroù ar XVvet kantved, zo a zoare gotek gant e bilieroù eizhkostezhek hag e volzoù torret. Ennañ zo arrebeuri e giz disgompez.

Kaeraet eo bet ar c'heur gant gweraj war gombodoù hag a-us dezho zo ur werennbannel tanflamm.

A-raok ma oa bet adkempenet, talbenn meur an aoter bras kizellet a daolenne ar Goan Sakr. Ur wech tennet ar c'hizelladurioù, e voe kavet dindano livadurioù kozh aozet e penn kentañ an XVIIIvet kantved. Adkempennet int bet ha miret.

An nev hag ar adnevoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An nev, dezhi peder gwareg-volz, zo savet war bilieroù hirgarrezek beskëllet (XIvet kantved). War o gorre bolzoù kromm reizh a zo testoù eus an arz romanek a oa en e vleuñv d'ar mare-se.

A-us d'ar c'hrommennoù al livour Fischer en doa graet e 1870 ul livadur-moger a bevarzek taolenn diwar-benn buhez ha marv ar C'hrist.

Gwelout a reer war voger ar c'hreisteiz ul livadur-moger adkempennet e 1991 a taolenna Santez Anna ar Vretoned gant ar Werc'hez Vari dirak he barlenn.

En adnev an hanternoz, a-us d'un aoter bihan ez eus ur c'hraouig Nedeleg gant delwennigoù koad lieslivet. Diskouez a ra ar C'hinivelezh. A-us da se e weler torosenadur-moger greunvaen kaer-tre. Diskouez a ra an Daspren.

Un tammig a-gostez, er memes tu un nev bezia eus an XVIIIvet kantved, marilhet war roll ar monumantoù istorel, a zo enni ur beziadur hag ur panel koad bras, benet warnañ biñvioù ar Basion.

Delwennoù hag arrebeuri
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Puilh eo an arrebeuri.

Delvennoù kaer, lod e mein, lod all e koad liesliv, zo er chapel. Gant garanoù an torosenadur e vez kavet 26 delwenn enni. Adkempenet eo bet ar re heverkañ er bloavezhioù diwezhañ.

An holl zelwennoù zo diwar-benn:

  • ar Salver hag e Ziskibled: an Aotroù-Krist, an Itron Varia, Santez Anna, Sant Joakim, Itron Varia Kergornek, ar C'hrist gourvezet, ar Sebeliadur, an Dremm Santel
  • ar Vadoberourien: Sant Roc'h pe Sant Vaodez, Santez Tereza, Sant Alar.
Ar gwerennoù-livet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Azeulerezh, lidoù hag abadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]