Catherine Ceylac
Neuz
Catherine Ceylac, pe Catherine Cognet hec'h anv en ti-kêr, bet ganet d'an 20 a viz Even 1954 e Roazhon, a zo ur gazetennerez skingomz ha skinwel.
Pa eo krennardez e ra c'hoariva e Skol sonerezh hag arz c'hoariva ar Rannvro Roazhon. Kregiñ a ra da labourat evel kazetennerez e FR3 Breizh ha France Bleu Armorique a-raok mont da Bariz ha da labourat war Antenne 2. Kinnig a ra an abadenn Thé ou Café war France 2 etre 1996 ha 2018. A-wechoù he deus kinniget abadennoù evel an Eurovision, Télématin hag an Téléthon.
Keneilez d'ar c'hazetenner Claude Sérillon eo abaoe 1984.