Cadwaladr Fendigaid
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Anv-bihan | Cadwaladr |
| Titl noblañs | Roue |
| Deiziad ganedigezh | 633 |
| Deiziad ar marv | 682 |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | bosenn |
| Tad | Cadwallon ap Cadfan |
| Bugel | Idwal Iwrch, Hywel ap Cadwaladr |
| Micher | penndiern |
| Karg | monark |
Cadwaladr, pe Cadwaladr ap Cadwallon (633–682, roue adalek troioù 655), anvet Catuvelladurus er skridoù latin ha Cadwallader er skridoù saozneg kozh, anavezet ivez evel Cadwaladr Fendigaid ("Kadwalaer Benniget") a oa roue Gwynedd er VIIvet kantved. Hervez Historia Brittonum e oa Roue ar Vrezhoned.
Hervez Armes Prydain, ur varzhoneg eus an Xvet kantved, e oa ar Mab Darogan a deuje da zigabestrañ ar Vrezhoned ha d'o c'has d'an emgann enep ar Saozon, tre evel ar Roue Arzhur pe "Owain" diwezhatoc'h, petra bennak ma chomas kreñv lec'h Cadwaladr e diouganoù Kembre.
Meneget eo ivez en oberenn Jafrez Menoe evel diwezhañ roue brezhon Enez Vreizh.
Mab e oa da Cadwallon ap Cadfan, ha bugelig e oa pa voe lazhet e dad gant arme Oswald Northumbria en emgann Heavenfield, ha Cadafael Cadomedd a gemeras ar galloud neuze e Gwynedd. Savet e voe en ur vro estren, marteze Iwerzhon pe Breizh, pe ur rouantelezh vrezhon bennak eus Kembre, ha dont a reas da c'houlenn ma vije daskoret e rouantelezh dezhañ. Brezel a reas da Saksoned Wessex e Somerset e 658, met ne reas ket berzh.
Hervez an Annales Cambriae e varvas gant ar vosenn e 682. Gouez da stumm kentañ Historia Brittonum eo e 663/664 e varvas gant ar vosenn met da neuze e vije kalz re hir ren e vab Idwal Iwrch.