Burtul

Eus Wikipedia
Burtul
Burtul er "The Beach Girls and the C'heñlc'h Monster Festival"

Bro orin Breizh Breizh, Tregon
Doare(où) Stoner
Metal psikedelek
Avant-garde metal
Bloavezhioù oberiant 2010 - 2013
Label(ioù) Dizalc'h

Izili Alexandre Alberts
Quentin Alberts
Fedia Le Grill

Burtul a oa ur strollad sonerezh doare stoner a orin eus Tregon, e Breizh. Savet e oa ar strollad gant ar vreudeur Alexandre ha Quentin Alberts, asambles gant o c'hamalad Fedia Le Grill. Krouet eo bet ar strollad e 2010 hag embannet eo bet an disparti e 2013 war pajenn Facebook ar strollad.

Anavezet eo Burtul evit kinnig komzoù e brezhoneg troet war an hudur hag an darempredoù revel gant un dudenn anvet Mari-Jo. Abadennoù dic'hortoz ha diroll a veze kinniget ganto ivez. Alies e veze stlapet boued war an arvesterien pe al leurenn gant Alexandre (pesk, pastekez pe boued chas zoken).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deuet eo Burtul da vezañ anavezet a-drugarez d'ar sonadeg en Taol-Lañs 2011, lec'h m'eo bet tapet priz ar publik ganto, ha d'an C'heñlc'h fest 2011 (a vo anvet The Beach Girls and the c'heñlc'h monster festival evit an doareoù 2012 ha 2013), aozet gant an izili o-unan ha mignoned dezho. Distroet int da seniñ evit an Taol-Lañs 2012, ha tapet eo bet priz ar juri ganto, ar pezh en deus lakaet anezho da seniñ war leurenn Gwernig an Erer Kozh.

Embannet eo bet un EP e 2013, anvet Beuzet er Chug Pesk. Gwerzhet eo bet war ar genrouedad hag en abadenn harpañ ar Beach Girl and the c'heñlc'h monster festival, c'hoarvezhet e Brest e miz Meurzh er memes bloavezh.

D'ar Merc'her 17 a viz Gouere 2013 eo bet embannet e oa echu gant ar strollad war o fajenn Facebook, hep reiñ abeg ebet.

Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Beuzet er Chug Pesk (EP)(2013)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]