Bullpup
Neuz
An termen bullpup a zeskriv un doare da sevel armoù-tan hiniennel hir evit ma vefent ar bihañ ar gwellañ, met gant ur c'hanol hir a-walc'h memestra, evit gellet tennañ splet eus galloud ar munisionoù. Kement-mañ a c'hall bezañ graet o kas ar muiañ a elfennoù ma c'haller da adreñv an arm, etre ar gulasenn hag an tenner. Peurliesañ eo armoù kambret evit kalibroù etre, evel ar 5,56 mm NATO. Unan eus sioù an armoù bullpup eo emañ tost-tre an toull-distrinkañ ouzh penn an tenner. Abalamour da se ne gaver ket kalz armoù daouzehouiat. En o far eo bet ar bullpup en armeoù er bloavezhioù 1970 ha 1980. Ar FAMAS gall hag ar Steyr AUG aostrian zo e-touez ar re vrudetañ.