Brezel diabarzh Yemen (2014-bremañ)
Brezel diabarzh Yemen d'ar 4 a viz Ebrel 2018 | |
Alc'hwez |
Brezel diabarzh Yemen zo ur brezel diabarzh kroget e fin 2014. Pep tu a embann bezañ ar gwir gouarnamant yemenat. Harperien lies a gaver a-dreñv pep luskad. An nerzhioù Houthi a zo mestr war kêr-benn ar vro, Sana'a, kevredet gant nerzhioù leal ar prezidant Ali Abdullah Saleh. Stourm a reont a-enep an nerzhioù leal da c'houarnamant Abdrabbuh Mansur Hadi, staliet en Aden. Al-Qaida el ledenez arab hag ar Stad Islamek o deus tapet ul lodenn eus an tiriad. D'an 21 a viz Meurzh 2015, goude bezañ aloubet Sana'a ha kemeret galloud war ar gouarnamant, Kuzul uhel reveulziel an Houthi a zisklêrie an engalvadeg hollek evit skarzhañ da vat Hadi hag aloubiñ al lodenn su eus ar vro.
An argadenn Houthi, harpet gant nerzhioù lu Saleh, a oa kroget an devezh war-lerc'h gant ur stourmadenn war gouarnamant Lahij. D'ar 25 a viz Meurzh, Lahij a gouezhe hag an Houthi a dizhe bannlev Aden, sez Gouarnamant Hadi. Hadi a dec'he eus ar vro er memes devezh. E 2018 ur c'hevredad renet gant Arabia Saoudat a gemer perzh a-enep ar re Houti dreist-holl dre bombezadennoù lies. Stadoù-Unanet Amerika a sikour evit ar c'helaouiñ, memestra gant Bro-C'hall, hag a werzh ivez armoù d'ar c'hevredad. Hervez an ABU ha mammennoù all etre 2015 ha Kerzu 2017 e oa bet etre 8670 ha 13 600 den lazhet e Yemen, gant e-tro 5200 trevour.
Kalz broioù o deus kavet abeg en obererezh Arabia Saoudat, dreist-holl ar bombezadennoù war an tiriadoù trevour.
Torfedoù brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Farea Al-Muslim ez eus bet sevenet torfedoù brezel lies e-pad ar brezel garv-se. Ur c'hamp repuidi diabarzh a zo bet tizhet gant ur vombezadeg gant aerlu Arabia Saoudat. Ar re Houthi eus o zu o deus nac'het ma vefe roet sikourioù gant labourerien ar mat. An ABU harpet gant strolladoù gwirioù Mab-den a gomz eus torfedoù brezel sevenet gant Arabia Saoudat e-pad kampagn ar bombezenniñ.
Human Rights Watch (HRW) en deus bet skrivet e oa kampagn bombezenniñ ar c'hevredad saoudat kroget d'ar 26 a viz Meurzh 2015, unan "conducted airstrikes in apparent violation of the laws of war, such as the March 30 attack on a displaced persons camp in Mazraq, northern Yemen, that struck a medical facility and a market". HRW en deus ouzhpennet e oa ar re Houthi oc'h implij "unlawfully deployed forces in densely populated areas and used excessive force against peaceful protesters and journalists".
Hervez an HRW c'hoazh, "the United States may have become a party to the conflict, creating obligations under the laws of war" dre ma vez roet harp spiañ ha dafariñ da Arabaia Saoudat. Bro-C'hall ivez a vez o harpañ Arabia Saoudat en ur spiañ ha dafariñ ar c'hevredad gant armoù[1].
-
Hervez Human Rights Watch ez eus bet d'an nebeutañ 6000 den deuet da vezañ ampechet gant bombezadurioù ar c'hevredad saoudat.
-
Un ti e Sana'a tizhet gant ur misil saoudat
-
Bugel dall o vanifestiñ goude ma vefe bet bombezet kreizenn ar re dall al-Nour e Sana'a
-
Ti peurzistrujet gant ur misil saoudat, Pevar bugel, peder maouez ha daou waz a voe lazhet raktal
Tamalladennoù gwerzhioù armoù gant stadoù zo
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tamallet eo bet Iran da sikour ar re Houti gant Arabia Saoudat hag an SUA, ar pezh a zo bet dianzavet gant ar gouarnamant iranat. Tamallet eo bet kement-se da Norzhkorea ivez. Sikouret eo bet ar gouarnamant yemenat gant an SUA, monarkiezhoù al ledenez arabek, ar Rouantelezh-Unanet ha Bro-C'hall o werzhañ kalz armoù dezhañ : bombezennoù, misiloù, kanolioù, radarioù, listri, kirri-nij hag all.