Kuzul da C'hortoz ar Su

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kuzul Su da C'hortoz)
Brezel diabarzh Yemen d'ar 4 a viz Ebrel 2018
  • ██ Renet gant Kuzul Uhel Reveulzier Houthis
  • ██ Renet gant Gouarnamant Hadi ha gant kevredad Arabia Saoudat
  • ██ Renet gant Kuzul Su da C'hortoz
  • ██ Renet gant an Islamourien Ansar al-Sharia, Al-Qaeda el ledenez arabiat hag ar Stad Islamek
  • Logo Kuzul Su da C'hortoz Yemen

    Kuzul Su da C'hortoz (saozneg: Southern Transitional Council; arabeg: المجلس الانتقالي الجنوبي‎ al-Majlis al-Intiqālī l-Janūbiyy) zo ur strollad disrannour eus Yemen. 26 ezel a zo en aozadur gant pemp gouarnour eus pemp gouarnamant su Yemen ha daou ministrerezh gouarnamant all.

    Logo ar C'huzul Su da C'hortoz etre Mae hag Eost 2017

    Savet eo bet an aozadur gant ul luskad anvet al Luskad kreizsteizat (al-Ḥirāk al-Janūbiyy pe al-Hirak al-Janoubi). Savet e oa bet al luskad, Luskad kreizsteizat, e 2007, e fin kannad ar prezidant Ali Abdullah Saleh. Palioù diazez an aozadur a zo labourat ha difenn mennozh disrann su Yemen diouzh ar peurrest eus ar vro (evel ma oa betek 1990).

    Disklêriet d'an 11 a viz Mae 2017, e-penn ar C'huzul emañ gouarnour Aden, Aidarus al-Zoubaidi, gant ar post prezidant. Ur besprezidant a zo Hani Bin Breik.

    Aotreet e oa bet krouidigezh a rC'huzul ur sizhun a-raok an 11 a viz Mae goude disklêriadur Aden a oa bet disoc'h manifestadegoù evit harpañ al-Zoubaidi goude ma vefe skarzhet eus e bost a gouarnour. Ar C'huzul Su da C'hortoz a embann bezañ mestr war darn Su Yemen. Lod izili ar strollad a zo bet gouarnourien Dhale, Shabwah, Hadhramaut, Lahij, Socotra, ha gouarnamant Al Mahrah. Embann a ra kaout un nebeud eus tiriadoù e gouarnamantoù Abyan hag Aden.

    Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]