Kuzul da C'hortoz ar Su
| Deiziad krouiñ | 4 Mae 2017 |
|---|---|
| Anv ofisiel | الْمَجْلِسُ الْاِنْتِقَالِي الْجَنُوبِيُّ |
| Anv er yezh a orin | الْمَجْلِسُ الْاِنْتِقَالِي الْجَنُوبِيُّ |
| Brezel | Camp Takeover Operation |
| Stad | Yemen |
| Sez sokial | Aden |
| Deiziad divodañ | 9 Gen 2026 |
| Lec'hienn ofisiel | http://stcaden.com |

Kuzul Su da C'hortoz (saozneg: Southern Transitional Council; arabeg: المجلس الانتقالي الجنوبي al-Majlis al-Intiqālī l-Janūbiyy) a oa ur strollad disrannour eus Yemen. 26 ezel a oa en aozadur gant pemp gouarnour eus pemp gouarnelezh e su Yemen ha daou vinistrerezh gouarnamant all.

Savet e oa bet an aozadur gant ul luskad anvet al Luskad kreizsteizat (al-Ḥirāk al-Janūbiyy pe al-Hirak al-Janoubi). Savet e oa bet al luskad, Luskad kreizsteizat, e 2007, e fin kannad ar prezidant Ali Abdullah Saleh. Palioù diazez an aozadur a oa da labourat ha difenn mennozh disrann su Yemen diouzh ar peurrest eus ar vro (evel ma oa betek 1990).
Disklêriet d'an 11 a viz Mae 2017, e-penn ar C'huzul e oa gouarnour Aden, Aidarus al-Zoubaidi, gant ar post prezidant. Ur besprezidant a oa, Hani Bin Breik.
Aotreet e oa bet krouidigezh ar C'huzul ur sizhun a-raok an 11 a viz Mae goude disklêriadur Aden a oa bet disoc'h manifestadegoù evit harpañ al-Zoubaidi goude ma vefe skarzhet eus e bost a gouarnour. Ar C'huzul Su da C'hortoz a embann bezañ mestr war darn Su Yemen. Lod izili ar strollad a zo bet gouarnourien Dhale, Shabwah, Hadhramaut, Lahij, Socotra, ha gouarnamant Al Mahrah. Embann a ra kaout un nebeud eus tiriadoù e gouarnamantoù Abyan hag Aden.
E miz Genver 2026, goude un argadenn c'hwitet a-enep ar gouarnamant yemenat, Kuzul da c'hortoz ar su en deus kollet an darn eus an tiriadoù a oa suj d'e nerzhioù, betek e gêr-benn Aden.[1] Dre-se, penn an STC Zoubaidi a zo tec'het d'an Emirelezhioù Arab Unanet[2] an izili a oa chomet e Riyadh o doa embannet e roent lamm d'ar Ch'uzul da c'hortoz.[3] The group's dissolution was announced on 9 January, although the announcement was rejected by its spokesman on that same day.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Saudi-backed forces move on Aden as Yemen secessionist leader vanishes", Al Jazeera (7 January 2026).
- ↑ Rasheed, Zaheena. Saudi-led coalition says STC's al-Zubaidi fled to UAE via Somaliland (en).
- ↑ "STC announces dissolution" (9 January 2026).