Brezel an Eil Kenunaniezh
Brezel an Eil Kenunaniezh (1798–1802) a voe an eil brezel a enep Frañs dispac'hel gant peurvuiañ an unpenniezhioù europat, renet gant Breizh-veur, Aostria ha Rusia, o kendeuziñ an impalaeriezh Ottoman, Rouantelezh Portugal, Rouantelezh Naples ha rouantelezhioù german liesseurt, daoust ma ne voe ket Prusia er genunaniezh tra ma oa harpet Frañs gant Spagn.
Ho pal a oa paouez astenn ar republik gall hag adstaliañ an unpenniezh e Frañs. Gant Feur-emglev Lunéville e 1801 e voe miret an holl vroioù aloubet gant ar Frañs, mui an Tuskania, hag e voe lezet dezhi Veneto hag an Dalmatia. Breizh-veur ha Frañs o deus siniet feur-emglev Amiens e Meurzh 1802 hag a zegasas ar peoc'h e-pad 14 miz. E viz Mae 1803 e oa Breizh-veur ha Frañs o vrezeliñ adarre hag e 1805 e voe savet an Trede Kenunaniezh da c'hourfenn ar brezel gant Frañs.
Kenarroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 20 a viz Ebrel 1792 e voe diskleriet ar brezel etre ar c'hallaoued hag an Aostrianiz. Er Brezel ar c'hentañ Kenunaniezh (1792–97), Frañs a stourm gant ar braz eus e amezeien, ha gant Breizh-veur, Portugal hag an Impalaeriezh otoman. Daoust oa gouniet an trec'h gant ar genunaniezh, er fin e oant argaset tra ma oa kemeret meur a diriad gant ar c'hallaoued hag o deus staliet republikoù c'hoar war an takadoù aloubet. Brezeliadennoù italiat e-kerzh an dispac'h gall, renet gant Napoleon Bonaparte e norzh italia a argasas an nerzhioù aostriat hag e echuas gant feur-emglev Leoben (18 Ebrel 1797) hag ar Feur-emglev Campo Formio (Here 1797). tra ma chomas Breizh-veur e-unan, mod-se e voe gourfennet ar genunaniezh.
Disoc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1802, Breizh-veur ha Frañs o deus sinet ar feur-emglev Amiens, hag a echua ar brezel. Neuze e kroga ar prantad peoc'h hirañ eus mare 1792-1815. Ar feur-emglev a vez gwelet evel an darvoud a lakaas a gemm etre brezelioù an dispac'h gall, hag ar Brezelioù Napoleon, daoust ma ne oa ket kurunennet Napoleon a-raok 1804.