Feur-emglev Campo Formio

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Goude Feur-emglev Campo Formio

Feur-emglev Campo Formio, a voe sinet e Campoformido, ur gumun eus Frioul tostik da Udine, zo ur feur-emglev hag a voe sinet d'an 18 a viz Here 1797 entre Napoleone Buonaparte, pennjeneral an arme c'hall en Italia, en anv ar Republik c'hall, hag ar c'hont Johann Ludwig von Cobenzl, en anv Aostria, da-heul ar brezel etre Bro-C'hall hag Aostria.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra ar feur-emglev da glozañ troiad-vrezel ar C'hallaoued en Italia. Buonaparte en devoa savet Republik Liguria e Genova, d'ar 6 a viz Mezheven 1797, hag ur Republik Sizalpin e Milano, d'ar 28 a viz Mezheven. Digoll a oa dleet da Impalaeriezh Aostria : Venezia a oa da vezañ roet dezhi. Kavet e oa an digarez : abadenn Pask Verona.