Pask Verona

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Plakenn e koun Pask Verona
Plakenn d'ar verzherien
Kastell Brescia

Pask Verona(Pasque veronesi) zo un emsavadeg e Verona d'ar 17 a viz Ebrel 1797 a-enep arme c'hall Napoleone Buonaparte, hag al lazhadeg a voe d'he heul e-keit ma oa ar jeneral oc'h aozañ feur-emglev Leoben en Aostria.

Pask Verona zo un abadenn eus ul lusk bras enepgall hag enepjakobin a greskas en Italia adal 1796 betek 1814, war un dro gant stourm an Armata della Santa Fede, renet gant ar c'hardinal Ruffo, a deuas a-benn da adkemer rouantelezh Napoli, oberoù ar bagad Viva Maria en Toskana ha Liguria, trec'hadennoù Andreas Hofer en Trentino hag Alto Adige. Niverus e voe ar seurt luskadoù : kaoz zo eus 280.000 emsaver ha 70.000 a dud lazhet.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn arme an alouberien, a zalc'he kêr Verona, e oa ar jeneral Antoine Balland, a ouie e oa un emsavadeg e gor. Neuze e vodas e soudarded er c'hreñvlec'h San Felice hag en daou gastell all. Tud ar velestradurezh ha 600 den klañv a chome dizifenn.
D'ar 17 a viz Ebrel, Lun Fask anezhi, goude ar gousperoù, e sonas ar c'hleier-galv d'ar memes koulz e kêrioù Verona, e Vicenza, e Padova. E Vicenza ha Padova ne voe ket lazhet den.

E Verona e tiskennas an dud er straedoù, hag e kemerjont perzhier kêr. Lazhet e voe ar C'hallaoued o-unan, en o zier, ne verne o oad, o stad, o reizh, hag en o zouez klañvourien ha dougerezed, hag ivez Veroniz tomm ouzh ar C'hallaoued.

22 ha 23 a viz Ebrel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da veure an 22 ha 23 a viz Ebrel e teuas ar C'hallaoued gant armoù-tan dirak porzh San Zenoen sell da vont e- kêr dre nerzh, met harzet e voent gant tennadoù Veroniz diwar lein ar mogerioù ma rankas an diavaezidi kilañ. E-keit-se e oa bec'h war ar soudarded er c'h-Castel Vecchio ; kalz eus ar soudarded a dec'has dre ar pont.