Mont d’an endalc’had

Breuriez ar Brezoneg er Skoliou

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Breuriez ar Brezoneg er Skoliou a oa un aozadur savet evit lakaat skolidi ar skolioù katolik da studiañ brezhoneg. Savet e voe gant Yeun ar Gow, Remont Delaporte ha Frañsez Kervella e 1933.

Savet e oa bet evel ur framm da ginnig poelladennoù hag arnodennoù e skolioù katolik eskopti Kemper ha Leon a-bezh, met ne c’hellas ket mont en tu-hont da dri c’hanton kreiz Penn-ar-Bed : Karaez, Kastell-Nevez-ar-Faou ha Pleiben. Echuet e voe oberoù an aozadur e kreiz 1941, pa voe divizet gant an eskopti kinnig kentelioù brezhoneg er skolioù diwar reolennoù nevez ar gouarnamant gall.

Un noter ha daou studier

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz C'hwevrer 1930 ec’h embannas eskopti Kemper ha Leon ar « steuñv brezhon evit ar skolioù katolik » ([1] e oa e bal reiñ d’ar skolidi deskadurezh war ar brezhoneg, war istor ha douaroniezh Breizh. En eskoptioù all ar brezhonegva e voe embannet ar steuñv-se ivez.

Yeun ar Gow, noter yaouank e Gouezeg, a ginnigas d’an eskob e vije savet ur vreuriezh hervez mod an Iliz katolik, ma vefe frammet oberoù mat ar feizidi, ma vefe savet Breuriez ar Brezoneg er Skoliou’’ evit harpañ ar vistri-skol hag aozañ arnodennoù e diwezh ar bloavezh-skol.

Levrlennadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gwenael Maze : Yeun ar Gow, emsaver, e Yezh hag Emsav, Landeda, Embannadurioù Aber, 2021, po. 143-192.(ISBN 978291684559)

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Programme breton pour les écoles catholiques, e La semaine religieuse du diocèse de Quimper et Léon, 28 C’hwevrer 1930.