Mont d’an endalc’had

Bretton-Gaucher

Eus Wikipedia

Bretton-Gaucher zo ur strollad gall hag a brodu armoù-tan hiniennel. Diazezet eo e Saint-Étienne. Ganet eo diwar daou embregerezh : Bretton, savet e 1929 gant Georges Bretton, un ijour hag armeurer[1], ha Gaucher, savet e 1834. Hiziv an deiz e vez gwerzhet fuzuilhoù-chase dindan ar merk Bretton ha karabinennoù bihan o c'halibr dindan an anv Gaucher.

Ispisializet eo an embregerezh war an armoù skañv, savet a-drugarez d'ur c'hendeuzad aluminiom ispisial[2]. Brudet eo ar fuzuilhoù Baby produet gantañ e bed ar chase. Hiziv-an-deiz e kaver war katalog an embregerezh[3] :

Fuzuilhoù-chase

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karabinennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • G9 ha GA (9 mm Flobert)
  • G12 (.410)
  • G5, GR ha GRS (.22 LR)
  • G9 PH (9 mm Flobert, gant ur reduer-son enbarzhet)
  • G12 PH (.410, gant ur reduer-son enbarzhet)
  • GR PH (.22 LR, gant ur reduer-son enbarzhet)
  1. (fr) Historique war lec'hienn Bretton-Gaucher (lennet d'an 22/11/2024)
  2. (fr) Hervez Patrick ALFIERI, rener an embregerezh, aterset e 2024 e La maison Bretton spécialisée dans les fusils Tiny Luxe supers légers Fastback Copper Fair Play, 21/06/2024 (gwelet d'an 22/11/2024)
  3. (fr) Hervez lec'hienn internet an embregerezh (lennet d'an 22/11/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan