Mont d’an endalc’had

Breizh-Veur

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Breizhveurad)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Emañ Breizh-Veur etre Iwerzhon ha douar-bras Europa.
Breizh-Veur.

Breizh-Veur (gouezeleg Skos: Breatainn Mhòr, kembraeg: Prydain Fawr, kerneveureg: Breten Veur, saozneg Great Britain, skoteg Greet Breetain) zo un enezenn eus Europa ar gwalarn. An hini vrasañ eo e-touez inizi Europa, hag an navet e-touez an holl inizi ar bed gant 229 335 km² enni. Gant 60 milion a annezidi[1] e 2009 ez eo Breizh-Veur an trede enezenn er bed e-keñver ar boblañs, goude Java ha Honshu. Tro-dro d'an enez ez eus ur bern inizi bihan pe vras, da skouer Iwerzhon er c'hornôg hag Enez-Vanav etrezo.

Pa weler an traoù ent-politikel e vez staget outi an inizi nes (Môn, Inizi Gall, Wight...) hag ez a d'ober un hollad anvet "Breizh-Veur" ivez. Meur a vro a gaver enni: Bro-Saoz, Kembre ha Bro-Skos[2] hag o c'hêrioù-penn: Londrez, Kerdiz ha Dinedin. Asambles gant Hanternoz Iwerzhon ez a d'ober ur stad anvet Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon pe, berroc'h, ar Rouantelezh Unanet, krouet e 1707 gant unvaniezh Bro-Saoz ha Bro-Skos evit ober Rouantelezh Breizh-Veur hag e 1801 gant stagadenn Iwerzhon ouzh ar Rouantelezh. E 1921 eo deuet al lodenn vrasañ eus Iwerzhon dizalc'h, ar pezh a ro ar stad a zo anavezet bremañ.

E Bro-Skos emañ menez uhelañ Breizh-Veur, ar Beinn Nibheis (Ben Nevis) (1 343 m); hag e Kembre hag e Bro-Saoz e red dourioù ar stêr hirañ, ar Severn (336 km; Hafren e kembraeg).

Meneg kentañ an enez a vez kavet e-barzh labour Aristoteles, Diwar-benn an Hollved, e-lec'h ma lâr : "Div enezenn vras a zo ennañ, an Inizi Predenek, Albion hag Ierne". Meneget eo bet e-pad pell an anv Preden evit komz diwar-benn ar strollad inizi pa veze implijet Albion evit Breizh-Veur.

Anv kentañ an enez a oa neuze Albion (Ἀλβίων) pe insula Albionum. Dont a ra an anv pe eus al latin albus a dalv "gwenn" (o kaout soñj eus tornaodoù Dover) pe eus "enezenn an Albiones meneget gant Pytheas. Gallout a reer tostaat an anv eus anv gouezelek Bro-Skos, Alba, a zo kar ouzh hini ar menezioù Alp(où).

  • En latin e vez lavaret Britannia major, enebet ouzh Britannia minor, Breizh ar Vretoned hiriv;
  • En saozneg e vez lavaret Britain, diwar ar ger latin Britannia;
    • eus Enez-Vreizh e vez graet Celtic Britain, Roman Britain, pe Medieval Britain, hervez ar mareadoù.
  • En galleg e vez lavaret Grande-Bretagne eus Enez Vreizh.
  • E kembraeg e vez lavaret Prydain, a zo bet amprestet d'ober Preden e brezhoneg, d'ober anv eus Breizh-Veur, ha diwar-se
    • Ynys Brydain eus Enez Vreizh, er ster istorel a roer e brezhoneg,
    • Ynysoedd Prydain eus an inizi anvet Brish Isles e saozneg, da lavarout eo Iwerzhon hag an inizi tro-dro koulz hag all.

Ekonomiezh Breizh-Veur etre 1850-1920

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek an 19vet kantved e voe kensakret galloud Europa war ar bed ha dreist-holl hini Breizh-Veur diwar astenn he zrevadennoù hag a anavezas ur bedeladur gentañ e fin en 19vet kantved. Ar bedeladur ekonomikel a anavezomp hiziv a oa kroget : argerzh kresk ha diorren ar redoù eskemm a-bep-seurt eo.

Ur c'halloud greantel liammet ouzh un impalaeriezh trevadennel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Breizh-Veur e voe ganet ar c'hentañ kemmdro greantel hag e 1850 he doa lañs war he c'hevezherien. E 1870 e oa he froduadur glaou peder gwech pouezusoc'h evit hini Alamagn hag hini an houarn (>55%) a oa peder gwech brasoc'h evit hini SUA. Ekonomiezh Breiz-Veur a oa an hini bennañ : a-drugarez d'an hentoù-houarn e teuas a-benn da gemer he c'hreñv war dachenn an industriezh. 40 % eus al liammoù hentoù-houarn bedel a oa perc'hennet ganti e 1850. Koumananti a reas ivez ur rouedad eskemm bedel (hentoù morel, kanol Suez, funoù telegrafek is-morel).

Er memes mare e kreñvaas pennadurezh Breizh-Veur a-drugarez d'he impalaeriezh trevadennel a voe startaet en eil hanterenn an 19vet kantved. An impalaeriezh trevadennel vrasañ e oa hag a zegase danvezioù ha produioù a vage arf c'hresk ekonomikel hag ar c'hemmdro industriel. En he vleuñvenn, an impalaeriezh trevadennel-se a en em lede war ur c'hard eus gorread ar bed ha muioc'h evit 450 million a annezidi a veve enni. An trevadennoù-se a veze kavet war an holl gevandirioù a save un impalaeriezh 'lec'h ma ne guzhe ket an Heol hag a gemeras perzh e-barzh trec'h kenwerzhel ar vro.

Profitañ a reas kalz ar vro eus al lañs teknologel evit esporzhiañ he froduioù. Evel-se e lakeas ar vag dre aezhenn da c'hounid kalz a amzer war-vor ha da strishaat al liammoù etre an impalaeriezh hag ar vroadoù all : ezhomm e oa eus peder da c'hwec'h sizhunvezh evit treuziñ ar meurvor Atlantel e 1830 ha dek devezh hepken e 1880. E 1900 e oa ar Rouantelezh-Unanet an esporzherez marc'hadourezhioù pennañ gant 14,6 % eus an esporzhioù hag an enporzherezh pennañ ivez gant 21,4 % eus an enporzhiadennoù. Pouezañ a rae neuze 1/5 eus ar c'henwerzh bedel.

Ur bennadurezh arc'hantel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dindan renad ar rouanez Victoria (1837-1901) e oa Breizh-Veur mestrez war ar bed e-keñver an arc'hant hag e save norm ar sistem moneizel etrevroadel. Al lur sterling a oa moneiz dave an eskemmoù. Ar City, kreiz arc'hantel Londrez, a deuas da vezañ an hini bouezusañ evit kement treuzvarc'had. Boursez Londrez eo a save merkezennoù al lodenn vrasañ eus an danvezioù kentañ daoust da gevezerezh Chicago. Er redadeg-se e oa a-bouez an impalaeriezh trevadennel rak 40 % eus postiñ arc'hant ar vro e talveze e penn-kentañ an 20 vet kantved.

An eskemm-frank

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar mare-se a oa liammet strizh ouzh diorren fonnus ar c'henwerzh etrevroadel. Broudet e voe adalek 1846 gant sistem an eskemm-frank a oa bet termenet en 18vet kantved gant en ekonomour skosad Adam Smith. Evitañ, an nebeutañ e kemer perzh ar Stad er vuhez ekonomikel dre al lezennoù, ar yac'hañ eo an ekonomiezh. Al liammoù ekonomikel-se ne voent ket aozet en implaeriezh hepken, meur a emglev marc'hadourel a rene an eskemm-frank-se a voe staliet er vroioù latino-amerikan, Turkia, Maroko ha Japan. E fin an 19vet kantved, tro-dro 60 % eus ar c'henwerzh breizhveuriat a veze graet gant broioù kevredet en-diavaez eus Europa.

Ur sked etrevroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur vegalopolenn e oa Londrez dija gant he 5 million a annezidi hag a chomas kêr pobletañ ar bed betek 1925. Ur porzh bras ha digor war ar bed e oa hini Londrez. Kotoñs ha spisoù eus Indez, kafe, kakao, sukr o tont eus amerika, aour, diamantoù o tont eus Afrika... Arouez ar vodernelezh e oa ivez gant ar Crystal palace da skouer, ar Metro ha degemer a reas an diskouezadeg hollvedel e 1851.

Ar bevennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diaesoc'h e teuas an traoù da vezañ evit Breizh-Veur adalek en eil kemmdro greantel (1880-1960) a zegasas danvezioù nevez, ar petrol an hini bennañ. Kevezerezh a deuas war-wel neuze gant Alamagn hag SUA dreist-holl. Ar c'hentañ brezel bed a harzas kresk ekonomikel Breizh-Veur.

  1. Hervez sifroù ofisiel gouarnamant ar Rouantelezh Unanet [1], e oa, e 2001, 57 103 927 a annezidi e Breizh-Veur (Bro-Saoz 49 138 831; Bro-Skos 5 062 01 ; ha Kembre 2 903 085).
  2. Kernev-Veur a vez sellet outi evel ur vro distag diouzh Bro-Saoz gant Kerneveuriz alies, met ent-ofisiel n'he deus tamm anaoudegezh disparti ofisiel ebet.