Mont d’an endalc’had

Preden-Nevez

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Breizh-Nevez)

Kartenn dopografek Preden-Nevez

Preden-Nevez pe Breizh-Nevez (ent-ofisiel: New Britain pe Niu Briten) eo enezenn vrasañ Enezeg Bismarck e Papoua Ginea-Nevez, er reter d'ar vro. Anvet eo diwar anv Breizh-Veur. Pa oa e dalc'h an Alamaned (etre 1884 ha 1914) e oa anvet Neupommern (Pomerania-Nevez).

36 520 km² eo he gorread (tostik kement ha Taiwan) hag ur 500 000 bennak a dud a zo o chom enni.

Rannet eo Enez Breizh Nevez etre div broviñs:

D'ar 27 a viz C'hwevrer 1700 e tegouezhas ar Saoz William Dampier hag envel a reas an enezenn Nova Britannia, da lavarout eo "Breizh-Veur Nevez" (gwelet ar pennad: Britannia).

E miz Du 1884 e voe embannet gant Alamagn e oa o trevadenniñ an enezeg, ha diwar neuze e voe anvet an enez Neupommern, pe "Pomerania Nevez" e framm Ginea-Nevez Alaman.

Adalek deroù a Brezel Bed kentañ, d'an 11 a viz Gwenholon 1914, e voe aloubet an enez gant armeoù Aostralia, hag a oa en Impalaeriezh Breizh-Veur, ha neuze e voe adanvet ar vro, hag a zo anavezet abaoe evel Breizh-Nevez.


Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]