William Dampier
William Dampier (1651 – 1715), a oa merdeer ha morlaer saoz. Bez' e oa ivez skrivagner hag arseller skiantel. Ar Saoz kentañ eo hag a dresas kartennoù eus Holland Nevez (anv kent Aostralia) ha Ginea Nevez. Kas a reas div veaj en-dro d'ar bed ha leuskel e anv d'un enezeg en Aostralia ar C'hornôg.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa William Dampier e Somerset e miz Eost pe miz Gwengolo 1651. Mont a reas da vartolod da 16 vloaz ha kemer perzh en emgann Schooneveld e 1673. Goude bezañ graet meur a vicher (evel merour en ur blantadeg e Jamaika) e tistroas da vartolod.
Beaj kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1679 en em lakaas en akipaj ar boukaner Bartholomew Sharp. Pakañ a rejont listri spagnol er Meurvor Habask hag arsailhañ trevadennoù e Perou. E 1683 e oa Dampier gant John Cooke oc'h arsailhañ trevadennoù spagnol e Perou, en inizi Galápagos hag e Mec'hiko. Dastum a rejont listri ha boukanerien betek kaout ul lestraz a 10 bag. E 1686, asambles gant ar c'habiten Charles Swan, e treuzas ar Meurvor Habask evit mont da arsailhañ reter an Indez. E 1688 e oant war aodoù Aostralia ha Dampier a gemeras notennoù diwar-benn al loened, ar plant hag an dud a veve eno. D'ar memes bloaz e tilestras gant daou geneil war unan eus inizi Nikobar. Distreiñ a reas da Londrez e 1691.
Ergerzhadeg e bourzh ar Roebuck
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brud a dapas gant embann e deizlevr (New Voyage Round the World) e 1697. E 1699 e voe lakaet da gomandant ar Roebuck gant ar gefridi ergerzhet aod reter Holland Nevez (Aostralia). Eno e kemeras notennoù hag e tapas standilhonoù eus plant ha loened ar rannved-se. Tremen a reas dre Dimor, Ginea-Nevez, Hannover-Nevez, Iwerzhon-Nevez ha Breizh-Nevez.
D'an 21 a viz C'hwevrer 1701 ec'h eas ar Roebuck d'ar strad e-kichen enez Ascension ma chomas Dampier gant e akipaj e-pad 5 sizhunvezh a-raok bezañ saveteet d'an 3 a viz Ebrel.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diana and Michael Preston, A Pirate of Exquisite Mind
- Anton Gill, Devil's Mariner
- Riccardo Capoferro, Frontiere del racconto. Letteratura di viaggio e romanzo in Inghilterra, 1690-1750, Meltemi, 2007.
- Woodes Rogers, Cruising Voyage Round the World, 1712.
- Clennell Wilkinson, William Dampier, John Lane at the Bodley Head, 1929.
- Peter Meazey,Saint-Malo Cap Horn, la route de l'argent, Astoure,2005
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]